Seurtad miopatiezh kentael argreskus ma tizh an isteñv kaherel gouriz an ezel traoñ kent emastenn d'an ilizi krec'h ; e kemm ouzh seizi gaouusteñvel Duchenne e tedro gorrek hep gaouusteñv.
1 Anvad rumm kleñvedoù ar c'haher. 2 sl. myopathie primitive progressive.
Anaez dic'henezhadel hêrezhel o teraouiñ peurliesañ en oad kentañ, naouus ent klinikel dre wanidigezh argammedek hag isteñv anat pe get strolloù kigennoù loet a-gemparzh, ar re gentañ tizhet o vezañ kigennoù gwrizienn an izili, ent neuziadurel dre anafoù kantet er gwiad kaher hep darallad naouadus en nerveg kreiz pe drobarzh ; deskrivet ez eus bet lies furm hervez lec'h deroù an isteñv : rizh gaouusteñvel Duchesne (Gl. type pseudohyper-trophique de Duchesne, an hini paotañ ha grevusañ (sl. paralysie ou myopathie pseudohypertrophique), ar rizh Leyden-Moebius (sl. Leyden-Moebius : myopathie de ∼ ), rizh fas-skoaz-brec'h Landouzy-Déjerine, rizh yaouerel Erb, rizh Gowers pe miopatiezh an eizhaennoù (Gl. myopathie distale), h.a..
NOTENN : Lezet 'm eus an anvad miopatiezh war ar c'hahernaoued kentael argammedek en askont da dalvoud istorel an termen roet d'ar furm gentañ dizoloet eus ar c'hleñved.
Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod enkilek revereet, furm gahernaoued kentael argammedek (sl. myopathie primitive progressive) o teraouiñ er vugeliezh a-raok ar 5t bloaz, gant ar baotred peurliesañ, dre an izili traoñ ma vez masklet isteñv ar c'higennoù hag angrizad ar stirennoù gant un dispakadur behinstirek (gaouusteñv kigennoù ar c'hof gar, ar c'higennoù gevell ha kigennoù gouriz an ezel traoñ), oc'h aloubiñ da c'houde kigennoù an izili krec'h ; alies e stader war un dro tizhadur ar c'haker kalon, direizhoù gwazhiedloc'hadel hag osteoporoz ; ent argammedek e tedro ar c'hleñved etrezek an nammded klok ha darvezout a ra ar marv dindan 5 da 15 vloaz dre ur poreadur daskerzhat pe ar skorted kalon.