Direizh arc'hwelel an trapig mintrek : da geñver ar sistol e vez un pe an div sac'hell anezhañ o volzennañ hag o valirañ e-barzh ar c'hentez kleiz ; selaouennet e vez ouzh kern ar galon, e kreiz pe e dibenn ar sistolvezh, ur stlak berr (klik) heuliet alies gant ur sourr o testiñ ur skorted vintrek leiek ; ezreolder paot o tizhout ar maouezed yaouank, diouzañvet mat peurvuiañ.
Andalc'h an trapig mintrek (TA valva mitralis, PNA valva atrioventricularis sinistra (mitralis)) o tevoudañ an distro sistolel eus gwad ar c'hofig d'ar c'hentez kleiz hag, a-zianlen, skorted ar c'hofig kleiz ; dezhañ lies arbenn ha gwikefere : s. m. naouedel pe arc'hwelel, ganedigel pe arzeuat (enkalonennfo remmel pe vakteriel, fregadur kigennoù begennek pe kerdad stirennek, bolzennad, dreistpad ar san voutin kentezioù-kofigoù) (sl. ballonnement de la valvule mitrale, canal auriculoventriculaire : persistance du ∼ commun, endocardite commun, endocardite).
Anvad rumm evit anafoù an trapig mintrek o kevrediñ isvoll ha skorted a orin remmel.
A-zave d'ar gwask mintrek (anvad kent ar gwask kentez-kofig kleiz) ha d'ar benvegad trapigel anezhañ ; enebrezh m. (Gl. faciès m.), nead ruzart, gwizhi, divweuz persdu, alies akne ha bourbon, neuz dibarek gouziviaded an isvoll mintrek (sl. insuffisance mitrale, maladie mitrale, rétrécissement mitral, veinosité).
Kammneuziad an trapig mintrek, a gengerc'h o c'herdad etrezek ur gigenn vegennek (TA musculus papillaris) unel, raklen d'un isvoll mintrek, kevredet gant kammneuziadoù kalon all.
(sl. ballonnement de la valve mitrale, ballonisation de la valve mitrale, syndrome de barlow, syndrome prolapsus de la valve mitrale-clic, syndrome de la valve flasque).
Kalonnaoued trapigel naouus dre isdigor an tremen etre ribl rez an div sac'hell vintrek, o tevoudañ un uswask er c'hentez kleiz ha, da heul, er gwazhiennoù hag er c'horrwazhied skevent. A orin remmel hogos bepred e vez an isvoll mintrek kevret gant kempegad ar freilhoù, tevaat ar sac'helloù gant pe hep razekaennoù ha berraat ar c'herdad stirennek.
Gorread ar gwask kentez-kofig (mintrek) dewerzhet e cm 2 , ent reol eus 4 da 6 cm 2 gant an oadour (sl. Gorlin : formule de ∼ ).