An dedalvezadur eus aljebr Boole da arc'hwelerezh an ijinennoù elektronek a roas tro da rikladurioù ster.
1. Graet e vez gant ar pennanv Gl. logique (ha Sz. logic ) da envel ar rizh-mañ-rizh a gevreizhennoù mezoniel e kement ma vezont gwerc'hennet gant an trevnadur-mañ-trevnadur amredoù ha parzhioù elektronek (sk. : Gl. logique combinatoire , Br. mezoni gevosodat ).
2. Deuet eo ar pennanv da envel n'oe ket mui aoz arc'hwelel un trevnadur hollek, met hini un trevnad alvezel dibarek (sk. : Gl. la logique d'un ordinateur , Br. mezoni un urzhiataer ).
3. Dre ur rikladur all, e teuas logique da aroueziñ an trevnad elektronek e-unan (sk. : Gl. logique câblée , Br. mezoni funiek ).
4. Aet eo ar Sz. betek lakaat an anvad logics war ar parzhioù end-eeun eus an trevnad (Gl. composants logiques , Br. mezonioù, mezaozennoù ).
Sl. [circuit intégré]
Trevnad amredoù elektronek o kefleuniañ un arc'hwel dre berzh e gennaskadurioù hepken. A-gevenep d'ar vezoni c'houlevek, evit kemmañ modoù e arver e ranker daskemmañ ar funiegezh ennañ.
Trevnadur mezoniel amparet gant etrekennaskadur un niver bras a amredoù unrezh anvet kelligoù.
Trevnadur mezoniel ma vez stad an ec'hankadoù a-gevreizh da stad an argemmennoù enankat hepken ha n'eo ket da stad kent ar reizhiad.
Trevnadur mezoniel kevenep d'ar vezoni vuiel : gantañ e vez brasoc'h an tredanvarr o rezhiennañ ar 0 mezoniel eget an tredanvarr o rezhiennañ an 1 mezoniel.
Trevnadur mezoniel ur reizhiad hevelep ma vez brasoc'h gantañ an tredanvarr o rezhiennañ an 1 mezoniel eget an tredanvarr o rezhiennañ ar 0 mezoniel.
Trevnad amredoù elektronek kevanek pe get o kefleuniañ un arc'hwel pe ur c'heweriad diwar-bouez ditouroù pe gorrzitouroù ur goulev. A-gevenep d'ar vezoni funiek, evit kemmañ modoù e arver ez eo a-walc'h daskemmañ ar goulev.
Trevnadur mezoniel kevenep d'ar vezoni gevosodat : gantañ e vez stad an ec'hankadoù e dalc'h stad kent ar reizhiad.