Argerzh dezrannañ o c'hoarvezout, pa engwezhier un arload, a savelañ framm ar goulevioù o klotañ gant erspizadurioù an dezrann arc'hwelel a-geñver gant ar periantoù hag an areg gouleviñ arveret.
Hollad ar binvioù hag an treugennadoù a-geñver gant al lankadoù diseurt eus danzeadur ur meziant : erspizañ, gouleviñ, arheuliañ ar c'henderc'h, prouadiñ, kevrikaat, perzhekaat, trezerc'hel, teuliaduriñ. Pal ar veziantouriezh eo kreskiñ kenderc'husted ar c'houleverion ha reiñ tro da sevel meziantoù uhelberzh, ansi, aes da askorusaat.
Trevnad meziantel erounezadus war un ijinenn lavaret e-doug un arver reol, o pourchas stlennadoù niverel a-zivout arc'hwelerezh an ijinenn bennozh d'an elfennoù gorreet diwarnañ e-unan.
Skourr eus ar stlenneg o plediñ gant an hentennoù da bleustriñ evit muzuliañ, gwellaat hag ardeiñ digonadur ar reizhiadoù stlennegel.
Bodad goulevioù arveret da zewerzhañ digonadur ur reizhiad stlennegel.
Sl. [logimètre programmé]
Diskiblezh o plediñ gant studiañ hag ergrafañ an hentennoù gouleviñ hag an aregoù.