Preder
aide à la programmationsoftware toolstraolioù meziant ― Geriadur ar stlenneg

Kalvezderioù hag ostilhoù meziantel o kendeurel da eeunaat skriverezh ha trezalc'herezh ar goulevioù, diouzh an dro da greskiñ o amloadusted.

conversion de programmesoftware conversiondegempenn ur meziant ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [transposition d'un logiciel]

logicielsoftwaremeziant g. ―où ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad ar goulevioù o talvout da ren ur c'heweriad war an urzhiataer. A-gevenep d'ar meziant emañ ar periant.

Sl. [matériel] [microprogrammé ▼] [progiciel]

logicielmeziant g. –où ― Gervaoù skiant
logicielmeziant g. -où ― Geriadur ar fizik
logicielmeziant g. -où ― Geriadur ar jedoniezh
logiciel croisécross softwaremeziant kroaz ― Geriadur ar stlenneg

Goulev erduet d'un ijinenn A, danzeet diwar arverañ un ijinenn B.

logiciel d'applicationproblem oriented softwaremeziant arloañ, meziant en erdu d'ur gudenn ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad ar goulevioù ret da ziskoulmañ ur gudenn gant un urzhiataer. Daou rumm zo d'ar goulevioù-se : ar goulevioù skoueriek pe prestiantoù , ergrafet evit un arloañ boutin etre lies arveriad, hag ar goulevioù spesadel , skrivet evit un arload dibarek hepken.

logiciel de basebasic softwaremeziant diazez ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad goulevioù o talvout da aesaat arver un ijinenn. Ennañ emañ goulevioù ar reizhiad hag ivez ar goulevioù mavek.

logiciel intégréintegrated softwaremeziant kevanek ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad meziantoù o talvout da ren meur a arload diwar roadennoù kadavet war ur skor alvezel unel.

logiciel systèmeoperating system, systems softwaremeziant reizhiad ― Geriadur ar stlenneg

Hollad an elfennoù meziantel o kefleuniañ an arloadoù dre ardeiñ loazioù ar reizhiad (evel ar memorioù) hag an trobarzhelloù enankañ hag ec'hankañ.

Sl. [système d'exploitation]

logiciel verticalvertical softwaremeziant diazerc'h ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad goulevioù o vastañ da holl ezhommoù stlennegel ur rizh pe ur gennad obererezh ; sk. : meziant a-zerc'h evit an tisaverezh, ouzh e ober an tresañ ameilet dre urzhiataer, riñverezh ar rakprizioù, deluniadur ar beton houarnet, h.a.

protection légale du logiciellegal software protectiongwareziñ lezennel ar meziant ― Geriadur ar stlenneg

Hollad an darbaroù dezvadurel amkanet, diouzh un tu, da ziwall ar meziantoù a-fet perc'hentiezh, diouzh an tu all, da gospañ oberidigezh an eiladoù flodus (preizherezh) hag an arverioù andezvek anezho.

qualité du logicielsoftware quality factorperzhded ur meziant ― Geriadur ar stlenneg

Live soliusted ur meziant en aozioù un arver reol. Emañ ivez perzhded ar meziant e dalc'h e amloadusted hag e adarveradusted. En ijinerezhioù ambilh (derc'hanel, aerlestrel) e vez arveret hentennoù ergrafañ ha seveniñ meziantoù a lavarer ansi ; anv a reer ivez eus gouleviñ disteuk .

réutilisation du logicielsoftware reusabilityadarveradusted b. ar meziant ― Geriadur ar stlenneg

Keal entalet gant perzhded ar meziant, a zo e varr emdreiñ diouzh arloadoù nevez hep ma ve ret e adskrivañ.

softwaresoftwaremeziant g. ―où ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [logiciel, kenster] [matériel] [microprogrammé &] [progiciel]

transposition d'un logicielsoftware transformationtreuzlakaat ur meziant, degempenn ur meziant ― Geriadur ar stlenneg

Daskemmañ bras pe vrasoc'h ur meziant d'e amloadusaat, eleze ober dezhañ bezañ korvoadus war un ijinenn disheñvel diouzh an hini ma voe savet eviti da gentañ.

An treuzlakaat a c'hoarvez a wezhiadurioù diseurt : amdreiñ, emdizhañ, amloadusaat, trezalc'hadusaat, treuzodiñ.

An amdreiñ zo anezhañ ren, war un teskad goulevioù ha restroù korvoet gant ur reizhiad lavaret, an terkadoù ret d'o c'horvoiñ war ur reizhiad all.

An emdizhañ zo anezhañ, da geñver erlec'hiañ ur stlennvon ouzh un teskad restroù ha/pe treuzfurmiñ mod korvoiñ keweriadoù 'zo, ren an terkadoù ret da engwezhiañ handelv nevez ur meziant diazez.

An amloadusaat zo anezhañ savelañ ha dedalvout an hentennoù, ar reolennoù hag an araezioù ret da engwezhiañ arloadoù war beriantoù pe amvaoù reizhiadel disheñvel.

An trezalc'hadusaat zo a-geñver gant savelañ ha dedalvout hentennoù, reolennoù hag araezioù da wellaat aozioù trezalc'h ar goulevioù evit a sell soliusted (parraat ouzh riskl an argizañ) hag efedusted (bihanañ koustoù ha gedvezhioù).

An treuzodiñ zo anezhañ treiñ ar goulevioù skrivet en un areg kudennus a-fet trezalc'herezh (hegerzded, koust ar gougonadoù, ungenezhded an aregoù en ur greizenn studi) en un areg all azasoc'h.