Ent klasel, rann eus ar Vezekniezh o plediñ gant ar c'hleñvedoù ansurjianel ; hiziv, Mezekniezh kuzuliañ, loet er c'hroazhent etre ar Vezekniezh hollek hag an arbennigiezhoù.
Studi ar c'hleñvedoù hag embreger an arz d'o frederiañ.
Skourr a 'r vezekniezh oc'h ensammañ an arouelioù trummat da bourchas d'un niver bras a dud da geñver ar gourmestoù naturel (douargrenoù), darvoudel (dezougoù boutin) pe koulel (darougadoù).
Furm eus ar vezekniezh kevredigezhel, dezhi da amkan, erguradel hepken, hepkoriñ nep darallad a 'r yec'hed dre benn al labour.
Teskad an araezadoù amkanet da heneuziañ ar c'horf, diren ar borrder, ar behindoñv ha koshadur ar c'hroc'hen ; amoug a c'houl ar m. g. digant ar groc'henouriezh, ar wazhiennouriezh hag, e degouezhioù 'zo, digant ar surjianerezh ; embregouriezh houmañ nad eo ket angemeret gant Urzh ar vezeion (sl. chirurgie esthétique, chirurgie plastique).
Skourr ar vezekniezh gouestlet d'ar c'hleñvedoù dastumet dindan hinadoù estreget hini Europa, peurliesañ poreoù hag arvevadegezhioù (paludegezh, terzhienn velen, kolera, kleñved ar c'housk).
Meizad kentradet gant Claude Bernard en e striv da reiñ diazezoù skiantel d'ar vezekniezh, oc'h ergemenn an arnoderezh war al loened bev (dazbidañ organoù, diounit danvezennoù pistriek, enkoriñ poreoù) war-benn meizañ ar vevedouriezh hag ar gleñvedouriezh denel ; da notañ e vez astennet d'an denion gant renadoù riezel 'zo hentennoù ar vezekniezh arnodel.
Keal dec'heriet e 1980 en e furm saoznek gant Gordon Guyatt eus skol vezekniezh McMaster (Kanada), ha despizet : “korvoadur aketus, ezpleg ha deznadus eus ar roadennoù hegerz gwellañ war-benn kemer an disentezioù evit a sell prederiañ ar c'houziviaded, […] embregadur gougevaniñ pep kevarouezad klinikel ouzh ar roadennoù klinikel diavaez o tisoc'h eus an imbourc'hioù reizhiadek” ; hevelep daveiñ kendalc'hek eus stadadennoù unveziat d'ur c'horf hollveziat a anaoudegezhioù klinikel nevezet bemdez a ampleg ur stlennekaat na oa ket anezhañ a-raok dibenn an 20t kantved.
Embregouriezh astennet da holl skourroù ar vezekniezh ; abaoe 2004, ent lezennel e Frañs, emañ ar m. h. renket e-touez an arbennigiezhoù — nemet e talc'her da gevenebiñ hollegour hag arbennigour (sl. généraliste, médecin correspondant, médecin traitant).
Kedrann vezegel ar skoazell denegour, a wir voz ha dizalc'h diouzh nep galloud riezel, he amkan gwarediñ reuzidi ar brezel ha gwalennoù all (gourmestoù naturel, darreuziadoù, naonegezhioù, mivagadur, paourentez).
Arbennigiezh, ospitalel peurliesañ, o plediñ gant an anaezioù n'emaint ket e dalc'h un arbennigiezh savelet, evel ar c'hleñvedoù reizhiadel (Gl. maladies systémiques), al lupuz eritematus strewek, kleñved Gougerot-Sjögren da skouer, pe ar c'hleñvedoù hangaeel ; “arbennigour a 'r vezekniezh hollek” e reer a-wechoù eus an diabarzhour, pa vez fiziet stummadur ar vezeieon hollek er gwazrannoù mezekniezh diabarzh (sl. chirurgie, interne : méde-cine ∼, interniste, interniste).
Skourr an embregouriezh vezegel o plediñ gant keñverioù ar vezekniezh gant ar gwir.
Mezekniezh embreget hervez ar pennaennoù-mañ : a-berzh ar c'hlañvour ar gwir da zibab e vezeg, a-berzh ar mezeg ar gwir da zibab lec'h e stal, da zivizout e ordrenadurioù ha da zegemer e vriwerzhioù war eeun digant e arvalion, an endalc'h hag ar gwir da zerc'hel ar rin micherel ; dav eo notañ e tenn ar gwirioù-se, ken re ar c'houziviaded, ken re ar vezeion, da gurzhañ gant dedro armerzhel ha politikel ar c'hevredigezhioù.
Skourr ar vezekniezh ma arverer ar skinizotopoù en amkanioù deznaouiñ (da skouer, ar skingannluniñ) pe yac'haat (sl. césium 137, cobalthérapie, curie-thérapie, isotope).
1 Mezekniezh o plediñ gant ar gwezhioù surjianel. 2 Studi ar gwezhioù war ar c'helanoù.
Studi an anadennoù bonan ha kleñvedel o tarvezout gant ar vamm ha/pe ar bugel a-raok pe goude ar gwilioud (sl. néonata/ologie, puériculture).
Diskiblezh vezegel oc'h arverañ dreist holl kalvezderioù bevfiñvel ha gwezherioù fizikel evit prederiañ anaezioù diseurt ha da gentañ direizhoù ar benvegad emzilec'hiañ ; da arbennigiezh eo bet angemeret e Frañs e 1965 evel addiorren arc'hwelel hag azgouestaat (Gl. rééducation fonctionnelle et réadaptation) (sl. massokinésithérapie).
Rann ar vezekniezh amkanet da andalañ riskloù kleñvel un hinienn hervez an naouusterioù hilel anezhi.
Studi hag arloañ an araezioù o parraat ouzh ar c'hleñvedoù (sl. hygiène, prévention, prophylaxie).
Skourr ar vezekniezh kentradet e Frañs e 1945, evit hamouelañ ar vugale adalek ar skol vamm betek al lise, dre aozañ imbourc'hioù yec'hed endalc'hek, perzhiañ en o desaverezh bonanvezel hag eveshaat ar yec'hedouriezh er skolioù.
Arloerezh an anaoudegezhioù mezegel ouzh aozadurioù ar gedvuhez (kedskor, kleñvedoù micherel, yac'husted ar stavelloù, h.a.).
Skourr ar vezekniezh gouestlet d'ar prederiadur dre an havioù ha d'ar c'hurioù havdrevel.