Preder
aide médicalemedical assistancegwared g. mezegel ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad ar prederioù mezegel a vez nep klañvour tavantek e gwir da zegemer, er gêr pe en ospital, e karg hollel pe darnel ar c'hevredin.

commission médicale d'établissement (CME) ◊ ◊ kengor g. mezegel diazezadur ― Geriadur ar vezekniezh

En amaezhiadurezh Frañs, bodadenn o deus perzh enni mezeion un ospital, un darn anezho dre wir (pennoù gwazrann pe adrann), ar re all dilennet gant o c'hetpared (skoriaded ha prezourion), da gefridi dezhi kuzuliañ amaezhierezh an ospital a-fet tuta ar c'hoskor ha merañ an diazezadur.

dossier médical personnelpersonal health recordteuliad mezegel personel ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad keladoù stlennekaet a-zivout diagentoù personel ha familhel ur gouziviad (evit pep anaez, disoc'h an arselladennoù klinikel hag amglinikel, danevell ar c'huzuliadennoù arbennik, ar c'hlañvdiadurioù, ar prederiadurioù, an oberatadennoù, dedroadur pep darvoud yec'hed) ; hervez al lezenn e Frañs e c'hell ar gouziviad kaout kennaouadur eus e deuliad mezegel.

expertise médicalemedical appraisalkevarouezañ mezegel ― Geriadur ar vezekniezh

Imbourc'hiñ kalvezel goulennet ouzh ur mezeg kevarouez gant ur barner, un amaezhierezh pe, en ur stern prevez, gant ur c'hevredad kretaat.

imagerie médicalemedical imagingskeudennerezh g. mezegel ― Geriadur ar vezekniezh

Diskiblezh an araezadoù fizikel engwezhiet evit skeudenniñ ergorennoù loet e diabarzh ar c'horf ; kentradet e 1895 gant W. K. Röntgen e rezh ar skinluniñ, ne baouez ket, abaoe 60 vloaz dreist holl, a gempleshaat he c'halvezderioù hag a astenn maezienn he arloadurioù ; ar re-mañ a ranner hiziv etre div dachenn : ar skeudennerezh neuziadurel (Gl.  imagerie anatomique), oc'h ameilañ an deznaouiñ dre zinoiñ an anafoù hag an ezreolderioù korfadurel, ar skeudennerezh arc'hwelel (Gl.  imagerie fonctionnelle), amkanet da studiañ arc'hwelerezh an organoù ; an hentenn goshañ ha bepred an arveretañ eo ar skinluniñ (Gl.  radiographie) ; un arwellâd anezhañ e voe an haenluniñ (Gl.  tomographie) ; ar c'halvezderioù nevesañ eo an dasson gwarellel derc'hanel (Gl.  résonance magnétique nucléaire), ar skinerluniñ (Gl.  scanner, scanographie), ar skingannluniñ (Gl.  scintigraphie), ar stenerluniñ pe stenwereañ (Gl.  échographie) hag un askenad eus hemañ, an dopler pe herrventerezh Doppler, araez da vuzuliañ herr diver ar gwad ; e-touez amkanioù an imbourc'h kempredel emañ an araokaat eus kizidigezh an dinoerioù evit leiaat read ar skinoù ha dre se ar riskloù anezho evit ar gwiadoù skinataet, eus og teirmentel (Gl.  définition spatiale) ar skeudennoù hag eus korvoadur an arhentoù (Gl.  exploitation du signal) : endra vez gouest lagad an den da zigemmañ 100 live louet etre ar gwenn hag an du, ez eo barrek erc'hwilierezh an arhentoù ameilet dre urzhiataer da ziforc'hekaat 4000 live (sl.  Doppler : examen , échogra-phie, échogra-phie 2 , IRM, radiographie, résonance magnétique nucléaire, scanographie, scintigraphie, tomographie).

ingénierie médicale, génie médical et biologique, génie biomédicalmedical engineeringijin g. mezegel, Mezegijinouriezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

Skourr obererezh amkanet da ijinañ ha dewerc'hañ an ardivinkoù kemplezh arveret er vezekniezh evit deznaouiñ ha prederiañ.

matière médicale, pharmacognosiemateria medicamateri g. mezegel, gwezheroniezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

Rann eus al liaoniezh o studiañ orin, doareoù deskrivadurel an holl wezherioù arveret en amkan pareañ ar glañvourion (liaoù hag araezioù fizikel evel an tredan, ar skinoù X, h.a.).

médicalmezegel ― Gervaoù skiant
médicalmezegel ― Geriadur an armerzh
  • corps médical korf ar vezeion.
médicalmedicalmezegel aa. ― Geriadur ar vezekniezh

A-zave d'ar vezekniezh pe d'ar vezeion.

recherche biomédicalebiomedical researchimbourc'h g. bevoniel ha mezegel ― Geriadur ar vezekniezh

Arnoderezh renet war an den e sell da ziorren an anaoudegezhioù bevoniel ha mezegel.

références médicales opposables (RMO)opposable medical referencedaveennoù mezegel enebadus (DME) ― Geriadur ar vezekniezh

Araez mestroniañ an dispignoù arouelañ e Frañs. Adalek 1993 ez eus enno un ergemennadoù bennak a bleustroù mezegel mat en erdu ar frankvezeion, talvoudet gant an Amsez Riezel evit Diorren an Andalañ er Vezekniezh (ARDAM), da heul gant an Amsez Riezel Enkredekaat hag Andalañ er Yec'hed (AREAY) ha goude gant Aotrouniezh Uhel ar Yec'hed (AUY) hag a “glot gant arouelioù hag erskrivadoù diamkan en ervez da vezañ enebet gant ar gevelerion gendivizadel (C'hweluniadoù mezegel, kretadur kleñved) ouzh embreg an erskriverion”.

secret médicalmedical secret, medical confidentialityrin g. mezegel ― Geriadur ar vezekniezh

Endalc'h o c'hourlakaat d'ar mezeg da devel war gement devoud gouezet gantañ en embreg e vicher a-zivout e c'houziviaded, lakaet er-maez an degouezhioù erverket gant al lezenn.

téléassistance médicalemedical teleassistancepellwared g. mezegel ― Geriadur ar vezekniezh

Gwazerezh gwarediñ a-bell o kevaraezañ d'un den bezañ lakaet e darempred dre ur c'halvadenn eeun (pellgehentiñ) gant tud ezholet pe ur gwazerezh difrae.

visiteur médical ◊ ◊ gweladenner g. mezegel ― Geriadur ar vezekniezh

Derc'houezour kenwerzh an ijinerezh liael, en e gefridi reiñ ditouroù d'ar vezeion hag o c'huzuliañ en o erskrivadurioù brientaozadoù liael.