1 Prederiañ, prederiadur ur c'hlañvour. 2 Pareañ, pareadur ur c'hlañvour, ur c'hleñved. 3 Hanva amkanet da brederiañ klañvourion. 4 Chomadenn en ur c'hurva, en ur gurdrev.
Diounit un pe lies gwezher yac'haat e sell d'un ennegad dibarek (sl. prémédi-cation).
1 Plediñ gant ur gouziviad, ur c'hlañvour, en un doare hollek 2 Sammañ atebegezh ur mezegadur, ur prederiadur, hir alies, er paroù kalvezel, bredel, kedvuhezel, armerzhel 3 Emell un aroueler e sell da yac'haat ur gouziviad 4 Talañ ar mizoù evit unan bennak — anvet ar bevadour —, da skouer e kemer ar c'hedskor e karg ar c'hleñved-mañ kleñved, pe un aozadur etrevroadel o kemer bugale e bevadur.
1 A-zivout ar yac'haat, prederiadur ar c'hleñvedoù. 2 Diskiblezh o plediñ gant prederiadur ar c'hleñvedoù, eleze an araezioù liael, surjianel pe all amkanet da bareañ pe skañvaat ar glañvourion. 3 Hollad an araezioù dibabet da brederiañ ur c'hleñved. A se an termenoù liesseurt (gant an deveradoù anezho : mezeg adur, prederiadur), pa dalvezont holl : “ober war-dro, klevout diouzh, plediñ gant” un den klañv. An hini diwezhañ a dalvez ivez en deveradoù evel lostger : kouronkkurañ, gwaskkurañ, gwadveizkurañ, bredkurañ, kobaltkurañ ….
Hollad an araezioù yec'hedus, liael, surjianel ha bredel arveret d'ober war-dro un den klañv, da glevout outañ, gant an amkan pareañ pe zistav ar c'hleñved. Hervez ar c'hemperzh e reer gant un termen pe un all, -kurañ o talvezout da lostger : skingurañ, luc'hgurañ, bredgurañ, h.a.