Preder
certificat médicalmedical certificatetesteni mezeg ― Geriadur ar vezekniezh

Testeni debaret gant ur mezeg evit stadañ ha, diouzh an dro, desteriañ devoudoù yec'hedel.

expert médical, médecin expertmedical expertmezeg kevarouez, kevarouezour g. -ion mezegel ― Geriadur ar vezekniezh

Mezeg ezholet pe dibabet evit reiñ ur meno kalvezel e sell da skarat un arguz a-zivout ur c'hleñved pe un darvoud.

généraliste, omnipraticiengeneral practitionermezeg hollek, hollegour g. -ion ― Geriadur ar vezekniezh

Mezeg oc'h embreger holl skourroù ar vezekniezh.

médecinmezeg g. médecineion ― Geriadur an armerzh
  • --chef pennvezeg g.
  • médecin généraliste mezeg hollek ; hollegour g.
médecinphysician, medicinae doctor, M.D.mezeg g. -eion ― Geriadur ar vezekniezh

“Den bet darbennet kantreol en ur skol vezekniezh angemeret ent dezvel er riez m'emañ, graet berzh gantañ er roll studi erverket ha gounezet ar perzhegadurioù en laka barrek da embreger ar vezekniezh (ergurañ, deznaouiñ, prederiañ, azgouestaat) hervez e ervrederezh piaouel, war-benn herouezañ yec'hed ar strollenn hag an hinienn” (Aozadur Bed ar Yec'hed, 1972) (sl.  généraliste, spécialiste).

médecin à exercice particulier ◊ ◊ mezeg embregour dibarek ― Geriadur ar vezekniezh

Termen amaezhel oc'h aroueziñ embregourion ar mezekniezhoù dazeilat (homeopatiezh, mezoterapiezh, nadozwanerezh, osteopatiezh, h.a.).

médecin agréé ◊ ◊ mezeg kantiunet ― Geriadur ar vezekniezh

E Frañs, mezeg (hollegour pe arbennigour) anvet gant ar prefed evit reoliñ ha kevarouezañ izili pe danvez izili an amaezh foran.

médecin conventionné ◊ ◊ mezeg kenouestlet ― Geriadur ar vezekniezh

Mezeg angorzhet gant ur c'hendivizad skoulmet etre ar C'hedskor hag ar c'hweluniadoù mezegel.

médecin correspondant ◊ ◊ mezeg keñverek, keñvereg g. -eion ― Geriadur ar vezekniezh

Hervez kendivizad mezegel 2004, ez eo ar m. k. an arbennigour ez eo daveet dezhañ ar gouziviad gant e vezeg pennañ ; nebeutoc'h e vez dastalet briwerzh an arbennigour d'ar gretaidi a ya dezhañ war eeun.

médecin habilité ◊ ◊ mezeg engwiriet ― Geriadur ar vezekniezh

Mezeg leuret gant Aotrouniezh uhel ar yec'hed (Gl.  Haute autorité de santé) evit andalañ embregoù micherel e genvreudeur.

médecin requis ◊ ◊ mezeg rekizet ― Geriadur ar vezekniezh

Mezeg endiret gant un aotrouniezh amaezhel pe barnerezhel da gefleuniañ ur gefridi en domani lezennvezegel.

médecin sentinelle ◊ ◊ mezeg geder ― Geriadur ar vezekniezh

Embregour perzhiat en ur rouedad arselliñ ha diournat kleñvedoù 'zo en amveziadoù beziat, e stern ar studi reuziadoniel anezho.

médecin territorial ◊ ◊ mezeg tiriadel ― Geriadur ar vezekniezh

Mezeg goprat fiziet ennañ gant ur strollelezh (keoded, ranndir, departamant) ar garg da luskañ ha da reoliñ an obererezh e domani ar gwared hag ar yec'hed kevredik (mezekniezh vicherel hag erguradel, yec'hedouriezh ha diogelerezh, gwarezerezh ar mammoù hag ar vugale, h.a.) ; hag eñ arsoaziad, kevratad pe entitled, gantañ en dro-mañ diwezhañ dezvad un amaezhiad a 'r strollelezhioù tiriadel.

médecin traitant ◊ ◊ mezeg kentañ ― Geriadur ar vezekniezh

E Frañs, hervez kendivizad mezegel 2004, ez eo ar m. p. an embregour en amoug kentañ (Gl.  praticien de premier recours), pe a ensamm prederiañ ar c'hlañvour, pe a ziviz e zaveiñ etrezek ur mezeg keñverek (sl.  médecin correspondant) ; da bep kretaed eo dleet diskleriañ d'e gef kedskor ar mezeg kentañ en deus dibabet ; da heul, e kaougant ar c'hef an erolad arouelioù kenurzhiet (Gl.  parcours de soins coordonnés) a zo aotreet d'ar c'hretaed heuliañ etre e vezeg kentañ hag ar vezeion geñverek.

NOTENN : Ur skritell amaezhel hep mui eo amañ an hogozenn “traitant”, ganti un dislavar furmel n'hon eus abeg ebet da zegemer e rezh ur c'hevatal * mezeg prederier ; rak dre embreger ar gefridi digen ez eo dres e hini, daveiñ e arvalion etrezek mezeion all, e tiouer ar médecin traitant e roll a brederier ; e emell eo hini an embregour a raed anezhañ ar “mezeg familh”, eleze klevout ouzh e arvalion, o frederiañ e unan pe o fiziout en arbennigourion.

médecin-conseilconsulting physicianmezeg alier ― Geriadur ar vezekniezh

Mezeg enfredet gant un aozadur kretaat foran pe brevez, pe un embregerezh, evit reiñ e veno e diarsell an dezvadur kevredigezhel war stad yec'hed ar gretaidi, ar wireion pe an implijidi goulenner gouzeuladoù, a-geñver gant erskrivadurioù ar vezeion a ra war o zro.

NOTENN : Betek 1960 e veze arveret an anvad mezeg reoler (Gl.  médecin contrôleur). A du 'rall e ranker lakaat kemm etre mezeg alier ha mezeg kuzulier (Gl.  consultant, médecin sapiteur, sl.  consultant 2 ).