Azon bredanaezioù 'zo (melankoliezh pergen), anezhañ haeriñ steuzidigezh un pe lies organ, ar c'horf a-bezh hag ar bed e unan, ambren kevredet alies gant anglevadoù ramzegezh, peurbadegezh, kablusted, daonedigezh, o vont d'ober neuze azoniad Cotard (sl. hypocondrie).
Dergoaliñ ambreek bezañ en ardizh mennadoù hag oberoù galen (divrudañ, kontammañ, sorsiñ, muntrañ) a-berzh un den pe tud anav pe dianav ; pa vez trevnet ar mennozioù heskinadur e rezh ur reizhiad kempoell, e wiskont furm un ambren baranoiak (sl. délire, paranoia).