Heuliad gwezhioù elfennel erounezet gant un ijinenn evit kas da benn un haeziñ ar vemor.
Amzer ret da erounit an haeziñ memor. An haezvezh memor zo an amzer izek etre div haezadenn genheuilh d'ar vemor.
Araezad o talvout da glenkañ en ur vemor herrek ennegadus pe da eztennañ anezhi ur roadenn war c'houlenn un drobarzhell diavaez pe un organ riñvañ ha keweriañ. Ur stignad a vez o trevnañ an tevetoù etre ar goulennoù pa vez meur a venvegad war un dro o klask haeziñ ar vemor.
Moulañ endalc'had ur vemor e rezh ul listenn werzhadoù daouredel, eizhredel, c'hwezekredel.
Memor a zo dezhi un endalc'h bihan hag un amzer haeziñ berr tre, o c'hoari roll ur skurzer etre ar vemor greiz hag unvez keweriañ un urzhiataer ; enni e vez, ent stadegel, an darn vuiañ eus ar stlennadoù rekizadus gant an unvez kreiz hep rekouriñ d'ar vemor greiz, kalz hiroc'h he amzer haeziñ. Ur vemor herrek eo enta ma vez renket elfennoù padennek a-zalc'h ouzh keweriadoù 'zo.
Teskad bevennek savlec'hioù memor, dewerzhet e kilobitoù pe e kilogerioù, oc'h ober peurliesañ ar c'hementad diazez eus kresk memor ur c'hewerier.
Skor stlenn a vent vihan, a endalc'h bras, kalvezet heñvel ouzh ur gantenn stumm laserlenn danvezet da gadaviñ ar son.
Lemel ar stlennadoù bezant en ur maez memor. Peurliesañ e vez renet ar c'harzhañ gant ur goulev dre enskrivañ ur stlenn dibarek, hep ster, el logoù memor desellet. Er memorioù sonn adc'houlevadus e vez graet ar c'harzhañ dre lakaat ar grug silikiom en ardizh ar skinoù dreistmouk a-dreuz d'ur bualier e speur ar glozenn.
Trevnad lenn ar c'hartennoù korramred o tiogeliñ pep gwarantiz a-fet dilesa ha dangelez en haezerezh ar gwazadurioù telemetatek ha da geñver an treuzdougoù arc'hant.
Lerc'hwezañ war ur skor, paper peurliesañ, endalc'had a-bezh pe a-zarn ur vemor war-benn diskoachañ ur c'hammad pe ren ur gwiriadur.
Trevnad o kevaraezañ mirout ha daskavout ar stlennadoù a venner keweriañ gant un urzhiataer.
Daskavout ar stlennadoù kadavet en ur vemor hervez ur mod pe vod.
Sl. [accès +] [sélectif : mémoire &]
Rizh memor araezus da lerc'hwezañ stlennadoù e-barzh gwarellnez. Amparet e vez ar stlenn dre ar vezañs pe an ezvezañs eus nez e savlec'hioù dibarek an trevnad.
Memor endalc'h bras amparet gant feilhennoù mezell gwarellaet.
Memor a zo he skor gorre ur werenn blaen pe un neudenn a c'houzeder warni ur goc'henn warellek tanav.
Memor luc'hel amparet diwar-bouez ur skin laser.
Memor a vez diverket he endalc'had gant ur wezhiadenn lenn (memorioù korennoù, gwarellnez, h.a.).
Memor arveret dreist-holl evit gwezhiadennoù lenn.
Memor na vez ket daskemmet he endalc'had gant ar gwezhiadennoù lenn (memorioù ledreelloù daouvlein).
E kemm ouzh ar vemor warellnez, e vez amañ rezhiennet ar stlenn gant tu ar c'hwelañ e luniad gwarellel ar speur granennek en-dro da bep nezenn.
Memor amparet he c'helligoù diwar-bouez ledreelloù.
Memor vresk ennegadus a rizh diasavel, ma c'hoarveze ar c'helligoù elfennel a gorennoù ferrit.
Memor ma vez lerc'hwezet ar stlennadoù a-gendalc'h.
Memor ma vez hennadet pep savlec'h, n'eo ket dre un enneg, met dre e endalc'had. Pep roadenn lerc'hwezet er vemor a vez ambrouget gant un alc'houez arglask.
Memor herrek ma vez klenket elfennoù padennek a-geñver gant keweriadoù 'zo hag o werediñ evel ur skurzer etre ar bennvemor hag an unvez keweriañ.
Sl. [antémémoire]
Rizh memor dialuskel o tanveziñ bec'hiadoù tredan da gadaviñ stlennadoù elfennel e-barzh dougelloù.
Rizh memor ma c'hoarvez ar gwezhiadennoù skrivañ ha lenn E-ser dilec'hiañ pezhioù treloc'hel (lurelloù, kantennoù, kasedoù).
Memor a-zalc'h ouzh ur c'hewerier kevregañ, enni ar restr wereañ : pourchas a ra ar stlennadoù ret da drezalc'h ar skeudenn erouezet war ar skramm.
Sl. [rafraîchissement]
Memor arveret da c'houleviñ arc'hwelioù 'zo, da skouer ar gwezhiadurioù enankañ/ec'hankañ.
Rizh advemor dezhi un endalc'h bras stlenn a-linenn - ouzhpenn 10¹² a eizhbitoù.
Memor azgrenaat un hewel c'hwilerviñ anneuenn. He ment a vez kevreizh da zespizadur ar skeudenn e niver ar pikselioù ha da zonder pep hini anezho, despizet hemañ dre vonegañ al liv pe live al loued.
Familh a vemorioù luc'hel o tennañ korvo eus an ec'honlunerezh da lerc'hwezañ ar roadennoù.
Rizh memor ma vez klenket ar stlenn en ur gellig eus ar skor e-doug ur pad harzek hep-mui. Evit na ve ket kollet ar stlenn e ranker e azbevaat a wechoù ingal. War se e reer da hollad ar stlennadoù amredek e diabarzh ar vemor. Anvadoù all ar vemor dialuskel : memor amredat , memor drebunat , memor dreledat .
Rizh advemor o c'hoarvezout eus ur restr dizalc'h, o rekizañ emell un oberataer da vont en arc'hwel.
Galloud piaouet gant al limfokit B ha T da virout ha da zaskavout stlennadoù o deus lerc'hwezet da geñver keraez kentañ un antigen, alese an anvad kelligoù memor a lakaer warno ; da geñver ur c'heraez nevez a 'n antigen, en en naouaont ha, da heul, e neront hag e telankont erwezhioù hangaeañ spesadel ; termen arveret a-wechoù da aroueziñ barregezh erwezhiañ ur bevedeg a zo ennañ kelligoù memor (sl. amnésie immunitaire, cellule-mémoire, facteur de transfert).
Rizh memor diazezet war bennaenn an desezañ stadoù stabil ha diwezhel. Haezadus e vez ar stlennadoù dre al lenn ha ned int ket daskemmadus a-blaen.
Rizh memor ma c'hoarvez an elfennoù daouredel a deuzelloù pe a ziodoù a c'haller gouleviñ diwar-bouez un dafar spesadel.
Rizh memor a c'haller ivez gouleviñ diwar-bouez dafar arbennik. Diverkañ a c'haller he endalc'had ha daskemmañ ar goulev. Hervez ar c'halvezder arveret e reer anezhi un EAROM (◊ electrically alterable ROM ◊ memor sonn tredangemmadus ) pe un EEROM (◊ electrically erasable ROM ◊ memor sonn tredanraskladus ).
Memor a drebad difreuz he endalc'had pa vez troc'h tredan.
Memor a vez ar stlennadoù lerc'hwezet enni a-zaoured.
Memor oc'h arc'hwelañ gant an araez a galvezderioù al luc'h. Bez' ez eus div familh a vemorioù luc'hel : ar memorioù poentel hag ar memorioù strewet.
Sl. [mémoire dispersée] [mémoire ponctuelle]
Familh a vemorioù luc'hel o tanveziñ live disvannañ al luc'h da lerc'hwezañ ar stlenn daouredel.
Organ kreiz o talvout da glenkañ ar stlennadoù danvezet gant un pe lies unvez kreiz. Parzh boutin, ha lec'h eskemm, eo etre lies unvez keweriañ. Harzvent endalc'h ar pennvemorioù, o friz koust ivez, a zegas da aveiñ an urzhiataerioù gant advemorioù.
Memor o c'hoarvezout a unvezioù klenkañ trobarzhel (lurelloù, karitelloù, kantennoù, kelornioù, h.a.).
Rizh memor a vez enni ar stlenn elfennel hanlec'hiet stabil ha daskoret hep an araez eus elfennoù treloc'hel hezilec'h. Er rumm-mañ emañ ar memorioù filmoù tanav, ar memorioù korennoù ha memorioù ledreelloù 'zo.
Egor ennegañ arlakadel nad eo ket bevennet gant ment alvezel an trevnadoù kadaviñ. Kevenebet emañ amañ galloudel ouzh revoudel . An araezioù kalvezel arveret peurvuiañ da aozañ ur reizhiad memor c'halloudel boull d'ar goulever zo ar pajennañ hag ar c'hrennennañ emgefreek.
E kalvezder ar pajennañ , e vez dazrannet emgefreek ar goulevioù hag ar roadennoù etre bloc'hoù keit anvet pajennoù. Ennegoù an elfennoù a ya d'ober ar pajennoù a lavarer zo treuzkludadus, eleze a vez didermenet hepken dre werzhadoù dilec'hiañ daveel e diabarzh ar bajenn. Pep pajenn diouti he-unan a ampar un unvez keweriañ : gant ar reizhiad e vez didermenet emgefreek d'un ampoent lavaret he load alvezel er bennvemor pe en advemor. Hogen a-bennaenn, e vez brasoc'h hollad ar stlennadoù endalc'het er pajennoù eget endalc'h hollel ar bennvemor. Gant gerioù all, e vez kemm etre an ennegoù alvezel revoudel hegerz er bennvemor hag ennegoù arlakadel (galloudel) an holl stlennadoù bezant er reizhiad a-bezh. E-se, e termener ur vemor c'halloudel dre hollad an ennegoù daveet dezho en ur goulev lavaret, ent dizalc'h diouzh ment werc'hel ar bennvemor.
Ment ur vemor c'halloudel ne gav bevennoù nemet gant barr ennegañ ar reizhiad ha n'eo ket gant barr enderc'hel revoudel an ijinenn, o vezañ ma ne vez e-barzh ar bennvemor d'un ampoent lavaret nemet lodennoù gweredek ar goulevioù hag ar roadennoù. Ne vez karget ar pajennoù rekis er bennvemor nemet d'an ampoent ma vez ezhomm anezho ha goloet e vez ar pajennoù angweredek. Seurt argerzh a ampleg disloañ ar pajennoù etre pennvemor hag advemorioù (treuzkludañ dialuskel emgefreek an ennegoù).
A-gevenep da hentenn ar pajennañ o tastroc'hañ a-did ar goulevioù ha memorioù etre pajennoù keit, e c'hoarvez ar c'hrennennañ a rannañ ent vezoniel ar vemor a-geñver gant luniad ar goulevioù. O loc'hañ diwar ar bennaenn e c'hoarvez ur goulev "graet mat" a volladoù oc'h amparañ pep hini un hennad mezoniel, e tezever ne vez angorzhet bewech e-doug un amzer hir pe hiroc'h nemet ur mollad gant korvoidigezh ur goulev. Ent hollekoc'h, ijinennoù 'zo zo ganto trevnadoù da ardeiñ emgefreek treuzdoug ar c'hrennennoù etre pennvemor ha kantennoù, ar c'hrennennañ o vezañ kaset emgefreek gant ar c'hempunerioù.
Rizh memor kevaraezus d'al lenn, d'ar skrivañ, d'ar c'hadaviñ. Haezadus ha daskemmadus e vez a-blaen ar stlennadoù enni.
Memor a vez mekaet he endalc'had gant un troc'h tredan.