Mellenn gilpenn diwezhañ diorreet er mezenkim etre ar vellenn varc'h hag ar c'hilpenn ; ent reol e steuz evit darn gant an den dre ensoc'hañ er c'hilpenn.
Pep hini eus an 33 da 34 askorn arosodet a ampar al livenn gein. C'hoarvezout a ra ar vellenn eus : ur parzh araok, bazhoulek, ar c'horf mellenn a zo an talioù krec'h ha traoñ anezhañ dispartiet diouzh ar mellennoù kefin gant an disk etre-melloù ; ur parzh adreñv, gwareg ar vellenn, amparet a bep tu gant troadigoù gwareg ar vellenn a-ziaraok ha lavnennoù gwareg ar vellenn a-ziadreñv, oc'h amgaeañ, gant tal adreñv ar c'horf, toull ar vellenn ; ur balirad kreizer o loc'hañ eus ar wareg ha durc'haet war dreñv, a bep tu dezhañ ul lavnenn, ar baleg spernennek ; div dosenn diazremm ha diadreuz (e-keñver soutadur an troadigoù hag al lavnennoù), ar balegoù treuz ; pevar balirad diazerc'h, daou e krec'h ha daou en traoñ, ar balegoù kenvellañ krec'h ha traoñ. Balegoù kenvellañ div vellenn diastok a zezvonn an toulloù etre-melloù (unan a-zehou, egile a-gleiz), ma teu er-maez an nervennoù a-livenn. Toulloù ar mellennoù arosodet a ampar kanol ar mellkein, enni ar pilhon hag ar mel a-livenn.
Arouez skinlun al lestrvellennfo remmel : ribl araok ar vellenn gwelet a-letu zo eeunregek, tra ma vez argevek ent reol.
Douesadur mellennel arsellet e kleñved Paget, kankr ar raksavenn, h.a.
Mellenn bagetek en dro dezhi ur stern askorn douesaet, arsellet war ur skinlun eus al livenn gein a-letu. Naouus eo d'ur c'hleñved Paget.
Strishaenn greizer ar vellenn e degouezhioù 'zo a remm henek, naouus war ar skinlunoù.
Arvez skinlunadel ur vellenn, ar c'horf anezhi rizennet gant linennoù kenstur demer, diazerc'h ha diazremm, oc'h erzerc'haat un douesadur direoliek, arsellet e kleñved Paget. Ar Sz. corduroy (cloth appearance of a) vertebra a ra dave da gourzadoù diazerc'h, heñvel ouzh re ar voulouz.