Preder
cadavérique : phénomènes ∼spost mortem changesanadennoù l. (b.) kelanel, kemmadoù l. (g.) goude (ar) marv ― Geriadur ar vezekniezh

Anadennoù fizikel, kimiek ha garvevel o c'hoarvezout goude ar marv hag o tisoc'h gant distruj ar c'helan.

cadavérique : rigidité ∼rigor mortis, cadaveric rigidityreuter g. ar marv, reuter kelan ― Geriadur ar vezekniezh

Anadenn o c'hoarvezout etre ur c'hard eurvezh ha seizh eurvezh goude ar marv diwar zispenn an drenkenn adenozin trifosforek, o tevoudañ lanvidikaat ha stennidikaat ar c'haherwianoù.

coma dépassé, mort cérébrale, mort encéphaliqueirreversible comakoma andizhek, trac'homa g., koma dieiltro, marv a 'n empenn ― Geriadur ar vezekniezh

Koma don, naouus, ouzhpenn dre goll arc'hwelioù ar c'hehentiñ, dre steuz bloc'hel an arc'hwelioù struzhel (analerezh, amred ar gwad, gwerederezh tredanel an empenn) ; an dreistbeved ne bad nemet diwar goust ardivinkoù gwenterezh kalvezadel ha trefennadoù uswaskeiat ; darvezout a ra da heul un ezwal kalonanaladel hirbad pe diwar anafoù drastus ar c'hreizennoù nervel ; goude 24 eurvezhiad trac'homa e vez hollel ha dieiltro koll arc'hwelioù an nervreizhiad.

conjugaison morte (Gramm.)argenad marv ― Gerva an brederouriezh
doigt mortdead fingerbiz marv ― Geriadur ar vezekniezh

Morzidigezh laurus, kemenerion ha glazoù, alies gwelvded hag aneraez e beg ar bizied, diwar un direizh gwazhiedloc'hadel bezant e klañvadurioù diseurt (azoniad Raynaud, lounezhfo henek, h.a.).

extinctionmarv g. -où, tav g. -ioù ― Geriadur ar verdeadurezh
  • ~ accidentelle d'un feu marv darvoudel ur goulou
  • rechercher l'~ d'un récepteur klask tav ur skinbaker
mortdeathmarv g. ― Geriadur ar vezekniezh

Astal diwezhel holl arc'hwelioù ar beved ; ar re-mañ avat ne baouezont ket holl war un dro en holl wiadoù hag en holl organoù ; a-henvoaz e tisklerier ez eo marv un den adal ma stader gantañ steuz ar genskiant, ar fiñval, an eraeziñ hag an erwezhiañ ouzh nep fraouaat, arsav an amredañ hag an analañ hag ur mabusvoll padek ; gant treuzplanterezh an organoù avat hag ar ret merkañ ent lezennel ar pred ma erlamer an imboudenn, e voe ranket sevel un despizadenn resisoc'h ; a-unan e voe mezeion, lezennourion ha teologourion evit kevazañv ez eus un heveleb eus marv an empenn ha marv an den ; despizet eo marv an empenn evel ar paouez hollel ha diwezhel eus holl arc'hwelioù an empenn (en o zouez re ar c'hef empenn) ; ent embregel e vez haeret marv an empenn pa ziraez ar gouziviad stad an trac'homa (Gl.  coma dépassé) pe koma andizhek, testet pe gant un empennvarrwezad plat e-doug 30 munud ha gwezhiet un eil gwech 4 eurvezh goude, pe gant ur gwazhiedluniñ oc'h anataat paouez amred ar gwad en empenn (sl.  coma dépassé).

mort apparenteapparent deathmarv hañvalat ― Geriadur ar vezekniezh

Astal an arc'hwelioù analañ hag amredañ war un dro gant koll ar genskiant ; astal a c'hell bezañ dibad, ent emdarzh pe dre wered an embregoù defraouiñ, pe diwezhel : ar marv gwerc'hek.

mort cérébralecerebral death, brain deathmarv a 'n empenn, marv empennel ― Geriadur ar vezekniezh

Termen bet ergemennet ent kefridiel e 1988 evit deanviñ ar c'homa dieiltro (sl.  coma dépassé).

mort encéphaliqueencephalic deathmarv a 'r mel penn, marv melpennel ― Geriadur ar vezekniezh

Termen erlec'hiet ouzh mort cérébrale en askont d'ar c'hemm a lakaer etre ar mel penn, ouzh e ober an empenn, an ilpenn hag ar c'hef empenn, hag an empenn ent strizh, anezhañ al lodenn eus ar mel penn loet dreist teltenn an ilpenn, diforc'h hemañ rekizet gant divizoù lezennel da erlamerezh an organoù amkanet d'an treuzplantañ (sl.  cerveau, encéphale).

mort naturellenatural deathmarv naturel ― Geriadur ar vezekniezh

Andizh darvezet evel an disoc'h eus dedro ur c'hleñved pe evel dibenn ar gozhni ; digemmet e vez ar m. n. diouzh an andizhoù dre emlazh pe dre goul, e dianlen devoudoù brezel ha darougadoù, darvoudoù ar gedvuhez hag ar c'hehentiñ, gourmestoù greantel ha dirfeudoù naturel.

mort subite inexpliquée du nourrissonsudden infant deathmarv trumm andispleget ar vagadell ― Geriadur ar vezekniezh

Andizh diadarzh ur vagadell yac'h betek eno, o tarvezout dre he c'housk, degouezh paot a vervent ar vugale ; dianav e chom an arbenn anezhañ.

mort suspectesuspect deathmarv gouselladou ― Geriadur ar vezekniezh

Andizh anskaradus e arbenn etre ur marv naturel hag un denlazh, devredet pe nann.

mort violenteviolent deathmarv arialek ― Geriadur ar vezekniezh

Andizh darvezet e disoc'h ur blegenn feuls ; hervez an amveziadoù e tiforc'her : a) ar m. a. dre emlazh (Gl.  m. v. suicidaire), b) ar m. a. darvoudel (m. v. accidentelle) pa na vez den kiriek dezhañ, c) ar m. a. felladennel (Gl.  m. v. délictuelle), dre zenlazh andevred (darvoud an hentred da skouer), d) ar m. a. koulel (Gl.  m. v. criminelle), o tisoc'h eus taolioù ha gloazioù azevred hep mennad da lazhañ, pe eus un denlazh devredet gant pe hep rakpoellad (sl.  obstacle médicolégal au permis d'inhumer).

tarermarvbouezañ ; ober ar pouez marv. ― Geriadur an armerzh