Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, o c'hoarvezout a resmiadoù seizi naouus dre dri azon : 1) treuz- pe pevarseizi gwak hebiat d'ar c'higennoù e diazalc'h an nervennoù a-glopenn, 2) steuz klok an damougoù a-stirenn en izili, 3) anvroudadusted faradek ha galvaniek ar c'higennoù seizet, hep strafuilh kefredel, santadel pe kelc'hstrishaerel ; deraouiñ a ra ar resmiadoù d'ar gaezouregezh hag anadiñ e dibenn an noz pe goude ur pred paot ennañ ar glukid, o padout un nebeut eurvezhioù pe devezhioù hag o tistreiñ goude entremezioù kemmus kenan ma ne stader azon nervel ebet ; e-doug ar resmiadoù, e vez kaliomisvec'h er gwad hag en troazh hag -usvec'h er c'helligoù (sl. adynamie épisodique héréditaire) ; deskrivet ez eus bet seizioù mareadek anhêrezhel eilvedel da anaezioù o tevoudañ gwadus- pe gwadisvec'h kaliom : skoedusvorc'hegezh, uc'haldo-steronegezh, skorted lounezh hag uslounezhenn, koma akidozel, h.a.
1 A-zivout un anadenn o tarvezout e rezh erzerc'hadennoù unrezh kenheuilh, etrezo ur padvezh arstalek. 2 O toareañ un darvoud o tistreiñ ingal.
NOTENN : Ent strizh e tere Gl. périodique, Sz. periodic, Br. trovezhiek ouzh an anadennoù alvezel. Astennet emañ an arver anezho d'an anadennoù bevedel ha bredel arreat, war-bouez ur prizadur arnesadek eus o doare erzerc'hañ. Br. mareadek a dalvez dreist holl evit devoudoù ar gedvuhez.