Hordenn a-zerc'h amparet gant an teir gwrizienn a-loan diwezhañ, nervennoù ar groazell hag ar belost, o tiskenn dindan parzh dibenn ar mel a-livenn e kanol ar mellkein ha sac'h pilhonenn dev al livenn.
Stroll azonoù diwar amwaskadur nervennoù al lost marc'h. En o zouez ez eus direizhoù loc'hadel (seizi gwak kigennoù ar c'har), direizhoù santadel (nervostoù a-goazez hag aneraezioù oc'h angorzhañ an izili traoñ, ar c'harbedenn hag an organoù genel), strafuilhoù teñvañ (kaheristeñv kentrat, dulaz, gouliñv kalet hag eskaroù) ha strafuilhoù kelc'hstrishaerel (andalc'h pe azdalc'h).