1 Termen dispredet, sl. utérus. 2 Termen arveret e meur a ziskiblezh da aroueziñ ur furmadur o talvout da lec'hienn diwanañ evit furmadurioù all (sl. cartilage) ; en Hiloniezh volekulel, gwidenn drenkenn nukleel o talvout da voul evit enaozañ ur widenn glokaus da geñver an dasparañ (sl. réplication). 3 Er Jedoniezh, teskad urzhiet n× p niver, stalet e rezh ur rezi n rez ha p bann ; er Gleñvedouriezh, ez arverer an oged devredañ (Gl. matrice de décision), rezi karrezek evit dewerzhañ devredusted un arouez pe un imbourc'h amglinikenn.
Organ genel benevel amkanet da zegemer ar vigellig frouezhiget, da gevaraezañ an diorreadur anezhi ha d'he ezvountañ e dibenn ar vec'hiegi. Ur organ kaherek eo, kleuz, a 7 da 8 cm hed, o c'hoarvezout eus ur parzh krec'h ledan, ar c'horf, hag ur parzh traoñ strishoc'h, ar gouzoug ; rann uhelañ ha ledanañ ar c'horf a vez graet deun ar mammog anezhi. Kavenn ar grozh a zifourk er gouin dre ar gouzoug hag e korzennoù ar grozh dre parzhioù krec'h ha kostezel an deun (kornioù ar grozh). Loet eo ar grozh el lestr bihan, etre ar c'hwezhigell hag ar youlc'h. Ouzhpenn levrgenn an ampelenn a zo ouzh he c'holeiñ evit un darn vras, c'hoarvezout a ra eus ur gwiskad kaher a wiennoù levn oc'h amparañ teir haenad dezho durc'hadurioù diseurt, eus ur gwiskad diabarzh glaourek outañ lies gwagrenn hag un epitelienn a gelligoù kengerek dezho blevanioù krenat. Emañ skourret el lestr dre ar stagelloù ledan, ront hag ar pleg youlc'h-krozh.