ankyloblépharon
◊ ankyloblepharon
◊ arundiñv g. ar malvennoù, malvennarundiñv g., ankiloblefaron g.
― Geriadur ar vezekniezh
Soutadur ganedigel, darnel pe hollel, ar malvennoù.
blépharochalasis
◊ blepharochalasis
◊ usgad g. ar malvennoù, malvennusgad g.
― Geriadur ar vezekniezh
Isteñv derm ar malvennoù krec'h ha laoskted ar gwiad kellaouek endan-groc'hen, o tec'han furmidigezh un aspleg kroc'hen a-ispilh dirak al lagad.
blépharophimosis
◊ blepharophimosis
◊ amgul g. ar malvennoù, malvennamgul g.
― Geriadur ar vezekniezh
Kammneuziad kemplezh ar malvennoù, hêrezhel pe arzeuat, anezhi strizhded faout ar malvennoù, berrded hag islink ar valvenn grec'h, epikantuz.
blépharoplastie, blépharopoïèse
◊ blepharoplasty, blépharopoiesis
◊ atelviñ ar malvennoù, malvennatelviñ, asparañ ar malvennoù, malvennasparañ
― Geriadur ar vezekniezh
Nep oberatadenn dazluniañ ar malvennoù goude un anaf daraezel ; kemm a lakaer a-wechoù etre an daou dermen dre reiñ ur ster hollek da -plastie, plasty, (-)atelviñ ha, da -poïèse, -poiesis, (-)asparañ, ster dibarek un atelviñ dre ratreañ ur c'holl gwiad.
blépharorraphie
◊ blepharorrhaphy
◊ dlita ar malvennoù, malvenndlita
― Geriadur ar vezekniezh
Krafaelañ ar malvennoù, gwezh surjianel evit strishaat faout ar malvennoù.
blépharospasme
◊ blepharospasm
◊ andag g. ar malvennoù, malvennandag g.
― Geriadur ar vezekniezh
Dargrezad kigenn gelc'hennek al lagad e dalc'h un hegeuz lagad pe un anaf kreiz er c'hrennempenn (malvennandag dianempennfo) ; an andag a c'hell bezañ padek (malvennandag tantek) pe c'hoarvezout a wilc'hadoù buan hag arreat (malvennandag kridek).
cantholyse
◊ cantholysis
◊ ezglenañ freilh (ar malvennoù), freilhezglenañ
― Geriadur ar vezekniezh
Distagañ freilh ar malvennoù diouzh e ereoù, gwezhiadenn a rener da geñver seurtoù 'zo a atelviñ pe a asparañ ar malvennoù (sl. blépharoplastie).
canthopexie
◊ canthopexy
◊ Aanlenañ freilh (ar malvennoù), freilhAanlenañ
― Geriadur ar vezekniezh
Gwezhiañ surjianel, anezhañ treuzlec'hiañ war grec'h ha war ziavaez freilh ar malvennoù.
canthoplastie
◊ canthoplasty
◊ atelviñ freilh (ar malvennoù), freilhatelviñ
― Geriadur ar vezekniezh
Adkempenn surjianel freilh ar malvennoù.
canthorraphie
◊ canthorrhaphy
◊ dlita freilh (ar malvennoù), freilhdlita
― Geriadur ar vezekniezh
Malvenndlita pe tarsdlita bevennet da freilh ar malvennoù (sl. blépharorraphie, tarsorraphie).
canthotomie
◊ canthotomy
◊ enbenañ freilh (ar malvennoù), freilhenbenañ
― Geriadur ar vezekniezh
Digeriñ surjianel freilh ar malvennoù.
canthus, commissure des paupières
◊ canthus
◊ freilh g. ar malvennoù
― Geriadur ar vezekniezh
Kogn diabarzh pe diavaez luniet gant kenuniadur an div valvenn.
commissure des paupières
◊ COMMISSURA PALPEBRARUM
◊ freilh g. ar malvennoù.
― Geriadur ar gorfadurezh
conjonctive palpébrale
◊ TUNICA CONJUNCTIVA PALPEBRARUM
◊ kevresae b. ar malvennoù.
― Geriadur ar gorfadurezh
fente palpébrale
◊ RIMA PALPEBRARUM
◊ faout g. ar malvennoù.
― Geriadur ar gorfadurezh
inocclusion palpébrale
◊ palpebral inocclusion
◊ ankeharz g. ar malvennoù
― Geriadur ar vezekniezh
Dic'hallusted kleñvedel da glozañ ur valvenn grec'h (sl. Bell : signe de ∼
).
lagophtalmie
◊ lagophthalmos
◊ ished g. ar malvennoù, malvennished g.
― Geriadur ar vezekniezh
Berrded ezreol ar malvennoù nad int ket evit peurc'holeiñ ar voull lagad.
orifice palpébral
◊ RIMA PALPEBRARUM
◊ faout g. ar malvennoù.
― Geriadur ar gorfadurezh
paupières, TA palpebrae
◊ eyelids
◊ malvennoù l. (b.)
― Geriadur ar vezekniezh
Lienennoù o wareziñ parzh araok al lagad, ledekoc'h ar m. uhelañ eget ar m. izelañ ; pep malvenn zo ouzh he ober un talbenn gorre, kroc'henel, hag un talbenn don, kenglenel, o c'holeiñ migorn an tarz (TA tarsus palpebrae) ha lodenn valvennel kigenn gelc'hennek al lagad (TA musculus orbicularis oculi) ; war ar ribl rez anezho emañ ensteudet ar malgudennoù.