Preder
hypermagnésémie, hypermagnésiémiehypermagnesaemiagwadusvec'h g. magneziom, magneziomwadusvec'h g. ― Geriadur ar vezekniezh

Muiadur feur ar magneziom er gwad, a stader e skorted al lounezh.

magnésémie, magnésiémiemagnesaemiagwadvec'h g. magneziom, magneziomwadvec'h g. ― Geriadur ar vezekniezh

Feur ar magneziom er gwad, reol etre 0,8 hag 1,3 mmol/l, eleze 22 mg/l gwadvec'h keitat.

magnésiummagneziom g. ― Geriadur ar gimiezh
magnésiummagnesiummagneziom g. ― Geriadur ar vezekniezh

Elfenn gimiek (arouez Mg) a niverenn atom 12, metal skañv danvezet e rezh kendeuzadoù er greanterezh (en aerlestrsaverezh) ; direer kreñv, dre gediañ ouzh an oksigen e par un oksidenn stabil tre, ar vagnezia (MgO) ; leteñvel e roll er c'hlorofil ouzh hini an houarn en hemoglobin ; sellet evel gourzhaler ouzh ar c'halkiom er bevedeg, hag erskrivet er yac'hadurezh evit leiaat ar vroudadusted nervgaherel ; e drefennañ a reer er furm sulfat da barraat ouzh strafuilhoù ar gorvez kofigel en angwazhiad lemm ar c'haher kalon ; gant an troazhusvorc'herioù e vez riskl ur gouvec'h magneziom (ha kaliom).

magnésiuriemagnesiuriatroazhvec'h g. magneziom, magneziomdroazhvec'h g. ― Geriadur ar vezekniezh

Feur magneziom en troazh, reol an ezvevennañ anezhañ etre 0,08 ha 0,20 g. (3,3 ha 5 mmol) dre 24 h.