Rizh greadoù renet dre berzh un destrizh diabarzh. Mac’hennek a reer ouzh ar mennoz, an ober, ar wezhiadenn-difenn, ar gemalenn gemplezh a realoù na c’haller ket tremen hep o c’has da benn, na c’haller ket herzel outo hep ma savfe enkrez.
E geriaoueg Freud, Zwang a dalvez kement ha nerzh diabarzh destrizhus. Freud a arver an termen e stern an neuroz mac’hennel (Al. Zwangsneurose, Gl. névrose obessionnelle ) ma sant ar gouzrec’h an destrizh ha ma stourm outañ, hogen ivez e degouezhioù ma sent outañ hep rat, evel er vac’henn-arreata (Al. Wiederholungszwang, Gl. compulsion de répétition ) hag er vac’henn-feudiñ (Al. Schicksalszwang, Gl. compulsion de destinée ). Evit Freud, ouzh ar vevenn, gant ar Zwang e teu war wel ar pep boniekañ ha demonekañ eus natur al luzad.
An termen gallek klasel obsession a glot gant an termen freudek Zwangsvorstellung (derc’had mac’hennek, mac’henn-derc’hañ). Pa vez anv a realoù, e troer an Al. Zwangshandlung dre ar Gl. compulsion, action compulsionnelle (real mac’hennek, mac’henn-realañ).
Rumm neurozioù hiniennekaet gant Freud, a zo aet d’ober unan eus sternioù pennañ ar c’hlinik bredelfennadel. Er furm rizhek, ez erzerc’h ar c’henniñv bred dre azonoù mac’hennel : derc’hadoù, mennadoù, realoù, kantaezadoù mac’hennek ; stourm ouzh ar fiñvennoù mac’hennek-se, lidoù-argas ; un dezeverezh merket gant an daskiriadur soñjoù, an amzivin, ar skorpuloù, heudadur an dezevout hag an ober (sl. COMPULSION, COMPULSIONNEL).
Freud a lakaas war wel spesadegezh arbennel-ardarzhel an neuroz mac’hennel ken e-keñver ar gwikefreoù (treuzlec’hiañ ar c’hantaezad war derc’hadoù pell pe belloc’h diouzh ar c’henniñv orin, goubarañ, dic’hoarvoudekaat) ; ken e-keñver al luzadurezh (amluskegezh, glenadur ouzh ar bazenn fraezhel, argizañ) ; ken e-keñver al lunegorelezh (darempred sadek-mazoc’hek diabarzhet dindan furm un tennder etre ar me hag un dreistme kriz kenan). Seurt digejadur eus an dialusk danlec’hiet d’an neuroz mac’hennel hag ivez deskrivadur an neuzid fraezhel hag ar furmadurioù erwezhiad en ampar a ro tro da zestagañ ouzh an neuroz mac’hennel taolennoù klinikel ma ned eo ket anat an azonoù d’ar sell kentañ.
∆ Notomp e ra ar galleg gant daou c’her : obsession, degaset er vredoniezh gant Janet e 1903, “derc’had mac’hennek” ha, nevesoc’h, e-tro 1950, compulsion “mac’henn”, degaset evel termen hollek da glotañ gant an Al. Zwang ; Rak, evel ma tiskouezas Freud, an hevelep gwikefre a zisoc’h gant ar realoù mac’hennek (Al. Zwangshandlungen, Gl. actes compulsionnels ), an derc’hadoù mac’hennek (Al. Zwangsvorstellungen, Gl. compulsions de la pensée, obsessions ), ar c’hantaezadoù mac’hennek (Al. Zwangsaffekte, Gl. affects compulsionnels ). Notomp c’hoazh e c’haller ober diouzh an dro gant ar geriennoù mac’henn-derc’hañ (e-kichen derc’had mac’hennek), mac’henn-realañ (e-kichen real mac’hennek), mac’henn-gantaezañ (e-kichen kantaezad mac’hennek).
“Rumm neurozioù hiniennekaet gant Freud, a zo aet d'ober unan eus sternioù pennañ ar c'hlinik bredelfennadel. Er furm rizhek, ez erzerc'h ar c'henniñv bred dre azonoù mac'hennel : derc'hadoù, mennadoù, realoù, kantaezadoù mac'hennek ; stourm ouzh ar fiñvennoù mac'hennek-se, lidoù argas, un dezeverezh merket gant an daskiriadur soñjoù, an amzivin, ar skorpuloù, heudadur an dezevout hag an ober” (GBFL § 810).
Strafuilh devoudet gant an enkrez, naouus dre mac'hennoù, dezevoù aloubus a zec'han aon hag enkrez, realoù mac'hennek, evel ur c'hoant diharzadus da ren realoù arreat (mac'henn arreata) pe greadoù bred evel niveriñ, dibunañ ur frazenn ent dezevel.