Preder
compulsioncompulsionmac'henn b. ― Geriadur ar vezekniezh

Destrizh diabarzh da ren ur real (Br.  real mac'hennek, mac'henn realañ, Al.  Zwang, Zwangshandlung, Gl.  action compulsionnelle), pe da zerc'hañ (Br.  derc'had mac'hennek pe mac'henn derc'hañ, Al.  Zwangsvorstellung, Gl.  obsession), azon pennañ a 'n neuroz mac'hennel (Al.  Zwangsneurose, Gl.  névrose obsessionnelle).

Compulsion, compulsionnel.Zwang, Zwangs-.compulsion, compulsive.mac’henn, mac’hennel, mac’hennek. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Rizh greadoù renet dre berzh un destrizh diabarzh. Mac’hennek a reer ouzh ar mennoz, an ober, ar wezhiadenn-difenn, ar gemalenn gemplezh a realoù na c’haller ket tremen hep o c’has da benn, na c’haller ket herzel outo hep ma savfe enkrez.

E geriaoueg Freud, Zwang a dalvez kement ha nerzh diabarzh destrizhus. Freud a arver an termen e stern an neuroz mac’hennel (Al. Zwangsneurose, Gl. névrose obessionnelle ) ma sant ar gouzrec’h an destrizh ha ma stourm outañ, hogen ivez e degouezhioù ma sent outañ hep rat, evel er vac’henn-arreata (Al. Wiederholungszwang, Gl. compulsion de répétition ) hag er vac’henn-feudiñ (Al. Schicksalszwang, Gl. compulsion de destinée ). Evit Freud, ouzh ar vevenn, gant ar Zwang e teu war wel ar pep boniekañ ha demonekañ eus natur al luzad.

An termen gallek klasel obsession a glot gant an termen freudek Zwangsvorstellung (derc’had mac’hennek, mac’henn-derc’hañ). Pa vez anv a realoù, e troer an Al. Zwangshandlung dre ar Gl. compulsion, action compulsionnelle (real mac’hennek, mac’henn-realañ).

obsessionobsessionmac'henn  b. ― Geriadur ar vezekniezh

Destrizh diabarzh, diwar ur c'henniñv bred, o c'hourlakaat d'ar gouziviad trivliadoù, mennozioù, realoù a oar int amoet hep gallout herzel outo ; azon pennañ an neuroz mac'hennel (sl.  compulsion, obsessionnelle : névrose ).

NOTENN : Heñvelster da Gl.  obsession eo Gl.  compulsion, nemet ez arverer hemañ e-keñver ar realoù mac'hennek dreist holl (sl.  TOC, GBLF § 220).