Rummadur ar granulokit neutrofil hervez derez hoskegezh o c'hraoñell ; ent reol e vez gant an darn vuiañ eus ar granulokit neutrofil ur graoñell daou- pe drihoskek ; kleizwariet e vez luniad Arneth pa vez muiek ar furmoù nemeurhoskek, dehouwariet pa vez muiek ar furmoù lieshoskek ; azon an negez vitamin B12 pe drenkenn folek eo dehouwariadur luniad Arneth.
Furm un ambren reizhiadek, kempoell, kantaezek, o tinodiñ hag o tedreiñ hep ma vez darallet arc'hwelioù ar bred.
Doare ma vez trevnet hag erouezet stlennadoù.
Daou geal nes zo gant Br. framm ha luniad . Ar framm zo un araez trevnañ (pe an ergorenn disoc'h an trevnañ) ; al luniad un ergorenn a stader pe a c'houlakaer un drevn etre he farzhioù. Ar politikour a ra eus ar Stad ur framm o trevnañ ar gevredigezh, (pe ar gevredigezh trevnet ganti) ; ar c'hevredadour a ra anezhi ul luniad, eleze un ergorenn d'e studi. Heñvel dra, un treol, ur goulev a vez frammoù pe luniadoù hervez m'o seller evel araezioù trevnañ pe ergorennoù stlennegel a zeskriver.
Sl. [topographie mémoire : dispositif & ; ▼]
Luniad ma vez enneg elfenn gentañ al listenn e-barzh poenter an elfenn diwezhañ.
Doare ma vez trevnet hag erouezet roadennoù. An daou seurt kanteulioù e-barzh ul luniad roadennoù zo ar stlennadoù o-unan (gwerzhioù niverel, hedadoù nodoù) hag an ereoù etre ar stlennadoù. An ereoù a dalvez da erolañ luniad ar roadennoù, war-benn ren ar gwezhiadurioù elfennel ouzhpennañ, dilemel, hizivaat hag arglask stlennadoù. An ereoù a c'hell bezañ ampleg (ennegoù riñvet a-zalc'h ouzh ar stlennad e-unan pe a-geñver gant al lec'hienn alvezel), pe ezpleg. En degouezh-mañ diwezhañ, e vez e-barzh an ere, anvet neuze poenter, enneg an elfenn(où) a c'haller tizhout.
Luniad roadennoù ma vez ur parzh ere gant an holl lerc'hwezadoù. Anv a reer eus ar penn listenn , a ro digor da elfenn gentañ al listenn, hag al lost listenn , a zo an elfenn diwezhañ anezhi. Pep elfenn el listenn zo dezhi ur poenter war an elfenn o tont ent vezoniel da heul, a-wechoù ivez ur poenter war an elfenn a-raok. Poenter an elfenn diwezhañ zo enni ur stlennad nad eo ket un enneg gwir - e werzh a noter ent arouezel NIL.
Kempennad an ditouroù diseurt a ya d'ober ur goulev o lakaat a-wel an treugoù erounit gallus diseurt.
Troc'hañ ur goulev e skourroù (krennennoù) war-benn e erounit e-barzh ur vemor re vihan d'e enderc'hel en e bezh. Ar skourroù a c'hell bezañ erounezet ent dizalc'h. Ur grennenn, ar wrizienn, a chom bepred er vemor hag a vez o reoliñ dedro an erounezadur.
Luniad listenn ma vez e-barzh he elfennoù poenterioù war listennoù all.
Sl. [structure en arbre, kenster]