Ezreolderioù daoudu eus deun al lagad, anezho ur rouedad linennoù louet-sklent pe ruz-gwin o saezhenniñ en dro d'ar vegenn ha danlec'hiet da wazhied al luc'hsae ; dedreiñ a reont gorrek etrezek koll ar gweled.
Disfaout etre div feilhenn al luc'hsae ha naouezadur ul liñvenn isluc'hsae, o tarvezout e dianlen ur yoc'henn, un anaez a 'r gwazhied, un danijenn ha peurliesañ un daraez lec'hel pe ur rogad eus ar feilhenn diabarzh ; kevaraezet e vez ar rogad gant anafoù dic'henezhadel al luc'hsae diwar an argozhañ, un isstiwel muiek pe an anferenn ; erzerc'hañ a ra an diflosk dre flojennoù oc'h anadiñ er gwelvaez ha dre vuturniadur hemañ ; an dedro emdarzh eo an dallentez ; d'e brederiañ diwar zifrae e fester feilhennoù al luc'hsae dre ar yewezhiañ pe al luc'hgaoulediñ (lasergurañ) ; gwezhioù surjianel a vez ergemennet war-benn adastokaat div feilhenn al luc'hsae.
Livegenn ruz bezant e kegelioù al luc'hsae, o kevaraezañ ar gweled amheolel (fotopek), anezhi ur c'hromoprotein, ouzh e ober ul livegenn, ar retinen, deveret diouzh ar vitamin A, hag ur protein, an opsin.
Kleñved naouus dre ar vezañs eus ul lieselezh darvolloù milier arront, ruz kel e-pign ouzh gwazhied al luc'hsae, gant naouezennoù kelc'hennek o nodiñ tamm ha tamm en dro d'ar vrizhenn ha d'an darvolloù ; anaez untu o tedreiñ gorrek, rouestlet a-wechoù gant gwadliñvoù ar gwereg.
Blein adreñv al luc'hsae dezhañ arvez ur bokenn arvelen hirgelc'hiek azremm he ahel bras, en he c'hreiz ur pukad, ar rioul kreiz (TA fovea centralis) ; er vrizhenn emañ al lemmded weled en he gwellañ.
(sl. érythropsine).
Organ ar gweled, bennozh d'ar c'helligoù luc'heraezus (hinkinoù ha kegelioù). Eus an teir sae a 'l lagad ez eo an hini diabarshañ, loet etre an dolgennsae hag ar c'horf gwerek. Amparet eo blein adreñv al luc'hsae gant ar vrizhenn dezhi arvez ur bokenn arvelen, ma emañ ar gizidigezh en he gwellañ, en he c'hreiz ur pukad, ar rioul kreiz (Gl. fovea centralis). Al luc'hsae zo ur gennenn voull dezhi 0,2 mm tevder, amparet gant kelligoù nervel ha neurogliel. C'hoarvezout a ra eus dek haen, eleze, eus an diabarzh d'an diavaez : al lienenn vevennus diabarzh, haen ar gwiennoù gweled, haen ar c'helligoù kangrennel, an haen blezhadek diabarzh, an haen graoñellek (greunek) diabarzh (amparet gant kraoñelloù ar c'helligoù daouvlein), an haen blezhadek diavaez, an haen graoñellek diavaez, al lienenn vevennus diavaez, haen an hinkinoù hag ar c'hegelioù, hag an epitelienn livegat. Ereet eo an haenoù-se dre wiennoù kenglenel (gwiennoù Müller), ar bleñchoù anezho oc'h amparañ al lienennoù bevennus.
(sl. angioïdes : stries ∼ de la rétine de la rétine).