Si en ur reizhiad optikel o tevoudañ distummadur pe dispisted er skeudennoù ; seurt si er stiegezh a c'hell disoc'h gant furmidigezh ur skeudenn outi orennoù liesliv pa vez argemmus ar feuriader gouskogañ hervez trohedoù al luc'h (mistiegezh trohedel, gouskoevad trohedel) ; gant skeudennoù loet en un dalenn digenstur da dalenn an traezennoù (mistiegezh krommder, gouskoevad krommder, amstiegezh).
Anvad rumm an anaezioù kroc'hen (dermatit pe dermatoz) diwar wered ar skinoù luc'h.
Rannad gremmsked ul luc'h dave (gwenn peurliesañ) dre c'hremmsked ul luc'h unliv o tec'han an un santadenn ; emañ ar gwezhiader luc'hefedusted e dalc'h an trohed hag azasadur al luc'hsae (sl. brillance visuelle : sensation de ∼ ).
Memor oc'h arc'hwelañ gant an araez a galvezderioù al luc'h. Bez' ez eus div familh a vemorioù luc'hel : ar memorioù poentel hag ar memorioù strewet.
Sl. [mémoire dispersée] [mémoire ponctuelle]