Skinluniñ gwazhied al lounezh goude ensinkladur un danvezenn demer ouzh ar skinoù X en aortenn.
Frankaenn deroù forzh degorzhañ al lounezh o tisoc'h eus kengej ar c'haliroù bras hag o tifourkañ er san droazh.
Dilemel surjianel an div lounezh pa vez anafoù daoudu dibare, ar gourbevañ o vezañ kevaraezet dre an hemodializ trebad da c'hortoz un treuzplantañ.
Anaez dibaot, diazon, dinoet dre ar skinluniñ, naouus dre ar vezañs, e-barzh ur c'hist a 'l lestr lounezh pe e-barzh kavenn ul lounezhfoeñv, eus un danvezenn liñvel enni strinkennoù halioù kalkiom en arlug.
Laur brevus e rannbarzh al loan, o saezhenniñ trema ar c'hwezhigell hag ar vorzhed, kevret gant goustivadur, c'hweladoù, tangrez ar c'hwezhigell, devoudet gant ur c'hrouanenn o treankañ dre ar san droazh eus al lounezh d'ar c'hwezhigell.
Falladur lemm arc'hwelioù al lounezh, naouus dre un an- pe un isec'hod troazh, e dianlen a) ur skoilh ouzh an degorzhañ (gaouantroazh pe s. l. l. goudelounezhel), b) ur strafuilh gwadloc'honiel o tec'han heskwad al lounezh (antroazh dre goempad pe s. l. l. raklounezhel), c) un anaf e parenkim al lounezh (antroazh pistriel, antroazh diwar vloueigfo lemm) ; gwellaet eo bet an erdebad bennozh d'ar c'harzhañ ezlounezhel ; notañ a reer ivez ar vezañs eus skortedoù lounezh lemm gant dezioulañ (troazh puilh hag anvec'hiek) (sl. anurie, anurie excrétoire, Bywaters : syndrome de ∼, épuration extrarénale, néphropathie tubulo-interstitielle aiguë, rein de choc, épuration extrarénale, néphropathie tubulo-interstitielle aiguë, rein de choc).
Falladur henek arc'hwelioù al lounezh, e dianlen un niver lounezhadoù ganedigel pe arzeuat (bloueigel, tuellennel pe entremezel), naouus dre muiadur argammedek kreatinin ar plasma ha strafuilhoù dourkevionel ; er pleustr, e teznaouer ar s. l. h. pa ziskenn dizeul ar c'hreatinin dindan 90 mL/min dre 1,73 m2 gorread korf ; pazenn dibenn ar s. l. h., pa dremen an dizeul dindan 10 mL/min dre 1,73 m2, a redi d'ar c'harzhañ ezlounezhel war hir dermen hag, en degouezhioù grevusañ, d'an treuzplantadur lounezh.
Isrannoù mezonenn al lounezh, dezho un diaz diavaez is-kaenenn, ur gern diabarzh, anezhi ar vegenn, o valirañ e-barzh oaled ur c'halir bihan, hag ul luniad rizennek dre benn d'ar pibelloù eeun.
A-zave d'al lounezh, sk. : gwentl al lounezh (sl. colique néphrétique).
NOTENN : Ne vez arveret Gl. néphrétique, Sz. nephritic (eus Gr. nefritikov", "gant an droug lounezh") koulz lavaret nemet er c'heriennoù Gl. colique néphrétique, Sz. nephritic colic ; en degouezhioù all e klot Br. ˘lounezh, lounezhel gant Gl. rénal, Sz. renal ; notomp e kaver Sz. renal colic ivez, hag Al. Nierenkolik.
Yoc'henn yud evodet diouzh kelligoù ar pibelloù ; “hipernefrom” e raed anezhi da gentañ pa arlakaed dezhi un orin uslounezhel (sl. hypernéphrome).
Bezañs grouan e kavennoù al lounezh.
Heloc'hded ha dilec'hiadur ezreol al lounezh dre benn laoskted an araezioù festañ anezhi ; daou zerez a ziforc'her : en hini kentañ emañ al lounezh iskantet, eleze diskennet hepken, en eil derez e lavarer ez eo eskantet, eleze loet e forzh pe boent eus kavenn ar c'hof.
Gwadliñv o tont eus al lounezh.
1 sl. néphropexie. 2 Krafaelañ ul lounezh bet flañchet (sl. néphrotomie).
Skinluniñ ar felc'h hag al lounezhi goude ensinklañ un Xdemerenn er gwad.
Organ daoudañvat loet e kavenn ar c'hof a-ziadreñv an ampelenn ha dezhañ da arc'hwel pennañ borc'hadur an troazh.
Ardivink dedalvezet evit ar c'harzhañ ezlounezel dre hemodializ skoevredat. Ar gwad amdreuget er-maez eus ar bevedeg a dremen en un duellenn pe e plakennoù kellofan soubet en un dileizhad kengrennek NaCl, ma fu an dilerc'hiadoù pistriek, hag, evit klozañ an amred, a zistro en ur wazhienn.
Anvet ivez kleñved Cacchi ha Ricci, usvoll kistek ganedigel eus ar pibelloù dastum, sezet e pikernennoù al lounezh, en ervez da rouestlañ dre ur c'hrouanegezh a 'l lounezh.
kammneuziad e stumm un houarn marc'h oc'h eren blein traoñ an div lounezh gant gwiad stirek pe parenkimatus, loet a-ziaraok ar gwazhied bras.
(sl. néphroptose).
Seurtad torzhellegezh lounezh ma 'z eo treuzfurmet an organ a-bezh en un dolzenn geuzennek, toazek, heñvel ouzh mastik ar werennerion.
Heñvelster gant marvennadur ar vezonenn lounezh (Gl. nécrose médullaire rénale). Marvenn heskwadel kantet e pikernennoù al lounezh hag alies er begennoù, a-gevaraez da boreadur al lounezh, da vezañs un diabet, d'ur skoilh war ar forzhioù troazhañ pe da euvridigezh hirbad fenaketin. Enkelat ent klinikel e vez pe erzerc'hañ a ra dre droazhwadegezhioù digevret, dre ur skorted lounezh damantroazh, pe c'hoazh dre un daolenn lestrlounezhfo lemm pe c'houlemm. An troazhluniñ a laka war wel skeudennoù kavennek, e stumm gwalennoù pe pavioù krank.
Poentoù ma tevoud ar pouezañ ul laur e lounezhadoù 'zo (Grouanegezh, lestrlounezhfo).
Furmadur kanoligek an nefron, o tont da heul ar bloueig, o c'hoarvezout war un hed 50-55 mm ent keitat eus un diazkennenn diavaez, goloet gant kelligoù epitelel en dro d'un oaled kreiz ma tremen an troazh. Hervez ar rann eus an duellenn ez eo disheñvel an epitelienn dre he luniadezh hag he arc'hwel. Lerc'h-ouzh-lerc'h adalek blein troazh ar bloueig e tiforc'her : a) ar bibell nezek outi ur rizenn vroustek e tu an oaled ; b) kizenn Henle, o sankañ er vezonenn, gant ur barr moan pe a-ziskenn hag ur barr ledan pe a-sevel ; c) ar bibell bellek oc'h astremen e-kichen blein gwazhiedel an un nefron hag o tiskouez el lec'h-se un tachad ma 'z eo uheloc'h ha douesoc'h ar c'helligoù epitelel, o furmiñ ar macula densa, lodek er benvegad nesbloueig ; d) ar bibell dastum, o kemberiñ gant pibelloù dastum all a-raok difourkañ er vegenn lounezh (sl. néphron).