1 (Korfadurezh) a-zave d'an dargreiz, rannbarzh a 'r c'hein loet etre ar c'hestad ha kribenn ar glun, sk. : livenn dargreiz (Gl. rachis lombal pe lombaire). 2 (Klinik) a-zave d'al loan, anvad all eus rannbarzh an dargreiz, sk. : ensinkladur dre an hent a-loan (Gl. injection par voie lombaire).
1 (Lordat, 1843) strafuilh an ezluzañ, ar gouziviad o vezañ ankouaet ster ar gerioù a ra ganto en e brezeg (sl. jargonaphasie, paragrammatisme, para-phasie, paraphémie). 2 Strafuilh ar c'hounerezh, kammanglevout buhezañ ur blegenn bet buhezet c'hoazh (sl. déjà vu : phénomène du ∼ ) 3 kounaat ur blegenn werc'hek en ur he c'hammloañ en amzer pe en egor.
NOTENN : Lod eus ar geriadurioù allyezh a dremen hebioù d'an termen-mañ en abeg da liested savboentoù an aozerion hervez ma teskrivont strafuilhoù nervel, bredel pe lavarel.