Livegenn dourandileizh, enni hidroksidenn ferrek, furm gadav an houarn er bevedeg (etre 800 ha 1 000 mg, eleze etre 25 ha 30 % eus an houarn hollel), kedrann reol ar reizhiad retikuloendotelel, bezant e kleizenn an annonoù gwadliñvel ha paot e kleñvedoù 'zo : kalonnaouedoù dedroat, poreadoù henek, hemokromatoz dreist holl ma vez intret ar flugez, an avu pergen, gant al livegenn okr.
Livegenn du deveret diouzh an hemoglobin, hematin ha protein ouzh he ober, bezant e kitoplasm arvevaded eneritrokitel ar baludegezh.
Danvezenn du pe livek bezant er gwiadoù struzhel pe loenel.
Danvezenn livek bezant er vestl, o tisoc'h eus ec'haozañ an hemoglobin (sl. acides biliaires, bilirubine, biliverdine, sel biliaire).