Anaf kroc'hen pe glaourgenn oc'h azonañ kentennerad ur c'hleñved garvevel.
Teskad gouliezoù bihan ha direoliek o sezañ war an organoù genel, bezant a-wechoù e-kerz poread gonorreek ar vezenn hag ar veskenn pe ar c'hourzh hag ar gouin.
Livant unek kroc'henel pe glaourgennel loet er poent enkoriñ, o chom alies erzerc'had nemetañ al lovrezh e-doug bloavezhioù.
Gouliez laurus, linus dec'hanet gant bazhell Ducrey.
Anaf tosigennek war vezenn klañvourion ganto an hakrez, kevret a-wechoù gant ul livant sifilitek.
Livant o tarvezout teir sizhun peurliesañ goude an tredizhad poreüs, kevret gant ur c'hwarrenn amdiriat ; an arouez pennañ eo d'ar sifiliz kentael ; an neuz klasel anezhañ zo ur graspad argalet, anlaur, ront, hep ribloù, o strilhañ dioutañ ul levruzenn a zizoloer enni dre an imbourc'h dreistkorrgreskerel ar gwezher kiriek, an treponem ; stummoù klinikel diseurt a zeskriver : livantoù angreizhek, breingedek, erorvanek ; e-kichen al lec'hiadur ganadel klasel e stader livantoù an dro-fraezh, an huegoù, ar c'hroc'hen.
Erzerc'had dibaot eus ar c'hentporead torzhellek, anezhañ ur c'houliez puilh enni ar bazhilli, kevret gant ur c'hwarrenn a-gendu.