1 Aozerion 'zo a ra kensterioù eus hyperlipémie hag hyperlipidémie. 2 Seurtad lipidwadusvec'h naouus dre uheladur lipid ar gwad betek 60 ha 100 g/l, an usvec'h anezho o c'hoarvezout a driglikeridoù (dreist 20 ha 40 g/l) gant uheladur a-galz ar c'hilomikronoù (sl. chilomicrons) (triglikeridoù a orin ezdeuat) hag ur gwadveiz laezhvanek.
Reñver kementad bloc'hel al lipid er gwad, pe seurtad bennak e ve ar rann vuiek : lipoproteinoù (kolesterol, triglikeridoù, fosfolipidoù) pe trenkennoù druz rez ; dreist 8 g/l emañ feur al lipid hag o vont betek 50 ha 100 g/l zoken ; hervez seurtad al lipoproteinoù muiek, e tiforc'her 5 rumm : rizh I, naouus dre vuiadur a-galz ar c'hilomikronoù hag an triglikeridoù (sl. hyper-lipémie) ; rizh II, naouus dre vuiadur ar b-lipoproteinoù hag ar c'holesterol, (daou seurtad anezho, ar rizh IIa, gant muiadur an LDL hepken, hag ar rizh IIb gant muiadur an LDL hag ar VLDL, sl. hypercholestérolémie) ; rizh III, kemmesk, gant muiadur kevret ar b-lipoproteinoù (alese ar c'holesterol) hag ar rak-b-lipoproteinoù (alese an IDL, triglikeridoù endeuat) — ent klinikel e noter ksantomoù stirennel ha dispuilhat, laurioù en argreuzenn ha tuadur d'an ateroskleroz ; rizh IV (gwadusvec'h lipomikronoù) gant gwadveiz laezhvanek puilh ennañ ar rak-β-lipoproteinoù hag an triglikeridoù endeuat (VLDL) ; e stadañ a reer er miksedem, en azoniad nefrotek, en diabet, gant ar rakdiabeteion borr hag urekwadusvec'hiek hag an alkooleion, e-kerz an ikterioù dre azdalc'h ; raktuañ a ra d'an ateroskleroz ; -lipoproteinoù hag an triglikeridoù endeuat (VLDL) ; e stadañ a reer er miksedem, en azoniad nefrotek, en diabet, gant ar rakdiabeteion borr hag urekwadusvec'hiek hag an alkooleion, e-kerz an ikterioù dre azdalc'h ; raktuañ a ra d'an ateroskleroz ; rizh V, dibaot, o tiraez ar re yaouank, o kevrediñ ar rizhoù I haIV.
NOTENN : Darbennet eo an teskanvioù LDL (Sz. low density lipoproteins, Br. lipoproteinoù douester izel), VLDL (Sz. very low density lipoproteins Br. lipoproteinoù douester izel kenan), IDL (Sz. intermediate density lipopro-teins, Br. lipoproteinoù douster etreat), HDL (Sz. high density lipoproteins, Br. lipoproteinoù douester uhel).
Leiadur al lipid hollel bezant er gwad e rezh lipoproteinoù, stadet e-kerz ar c'hirrozioù gant skorted avu (sl. hyperlipidémie).
1 Aozerion 'zo a ra kensterioù eus lipémie ha lipidémie. 2 Feur triglikeridoù er gwad, ent reol dindan 1,50 g/l (sl. dyslipémie, hyperlipémie, hypolipémie, lipidémie).
Feur al lipid hollat er gwad, ent reol etre 5 hag 8 g/l ; anezho ar c'holesterol hag an esterioù anezhañ, an triglikeridoù, ar fosfolipidoù hag an trenkennoù druz digraf ; e-maez ar re-mañ ez eo an holl ereet ouzh proteinoù e rezh kemplezhioù, al lipoproteinoù (sl. lipémie, lipoprotéines).
Anvad rumm esterioù trenkennoù druz dezho un tolz mol uhel, bezant er gwiadoù bevel ; trenkennoù dre C16 ha C18 eo an trenkennoù druz (palmitek, stearek, oleek ha linoleek), alkooloù nitrogenek pe glikerol eo an alkooloù ; kemm a lakaer etre a) al l. eeun, diforc'het o unan hervez an alkool etre steridoù (steroloù) ha seridoù (alkooloù alifatek) ; b) al l. fosforin, glikerofosfolipidoù (lekitinoù ha kefalinoù) ha sfingofosfolipidoù ; c) al l. nitrogenek (kerebrozidoù ha gangliozidoù) ; d) al l. sulfurin (sulfatidoù) ; evel d'an trenkennoù druz ez eus d'al lipid ur blein dourlen (–COOH) hag ur blein dourlez (–CH₂–CH3), bleinegezh a adkaver en div haen lipidek eus koc'henn ar gellig ; a du 'rall ez a al lipid da amparañ er bevedeg ur mirad gremm, ur gwrezanreer hag ur gwarez ouzh ar stokoù.
Feur reol al lipid er gwad (sl. 1 hyperlipémie, hyperlipidémie ).