Lijorenn c'hlazik al livrezh anezhi, gant un drolinenn dispis, ledek pe ledekoc'h, sezet er rannbarzh al loan, ar groazell pe ar rannbarzh peñsel, a vez arsellet gant hogos an holl vagadelled aziat, dibaot gant ar re wenn. Ur seurtad nevuz eo, a steuz goude un nebeut bloavezhioù. A-wechoù e vez kavet gant bugale a ouennoù all.
Seurtad nevuz livegat naouus dre vrizhennoù gell bras pe vrasoc'h ha reoliek, ma n'eus kemm all ebet evit ar c'hroc'hen en o far. Unan eus azonoù kleñved Recklinghausen eo.