Yoc'henn wazhiedel an nerveg kreiz (angioblastom) sezet peurliesañ e par an ilpenn, erzerc'hat peurliesañ dre arouezioù amwask empenn ; kevret e vez gwechoù 'zo gant un angiom a 'l luc'hsae (kleñved von Hippel), yoc'hennoù pe kammneuziadoù organoù ar c'hof (kistoù an ilgreiz pe al lounezhi), furmoù kemplezh a skriteller kleñved von Hippel-Lindau, renket e stern ar fakomatozioù (sl. phacomatose).
Tizhad diaser pe diaheul lies nervenn drobarzh loet alies e lec'hioù kempell hag ankemparzh, naouus dre laurioù, seizi hag isteñv ar c'higennoù keñverek.
Trevnad ma vez degerzet ul loaz da lies arveriad lerc'h ouzh lerc'h dre zerannañ da bep hini un troc'had amzer savelek.
Sl. [accès]
Trevnad ma vez degerzet a-ser hag a-zarn ul loaz da lies arveriad dre zerannañ da bep hini ur bann talmoù dibarek.
Sl. [accès]
Nozelennoù pe plakadoù persvouk, kroc'henel pe e-maez kroc'hen, e dalc'h neridigezh kelligoù gwerzhidek ha gwazhiedel, anklonel, liesannon ar peurliesañ. Bez' ez eus furmoù kroc'henel anlaur ha furmoù keuzius gant tizhadoù a 'r flugez, a 'r skevent pergen. Dec'hanet eo ar c'hleñved-se gant ar viruz HHV8. Tizhout a ra ar c'houziviaded eus ardroioù ar mor Kreizdouarel hag an hangaeastaleion (treuzplantadourion ha hazaeion). Boaziet eo an anvad sarkom, hogen ned eo ket kantreizh, pa n'eus klonelezh ebet.
Anaez kroc'hen an tal, ar gouzoug hag ar brusk, anezhañ lies kist blevsoavel.
Kammneuziadoù hêrezhel treuzkaset hervez ar mod aotozomek trec'hek gant lies soutadur eskern.
Seurtad adenom soavel kemparzhek a 'n dremm.