Preder
libidolibidolibido b. ― Geriadur ar vezekniezh

Termen latin o talvout kement ha “c'hoant, gourvenn, blizoni", despizet gant Freud evel “gremm al luzad revel”.

Libido du moi — libido d’objet.Ichlibido — Objektlibido.ego-libido — object-libido.libido ouzh ar me — libido ouzh an ergerc’henn. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termenoù degaset gant Freud evit digemmañ daou vod-annodiñ eus al libido : houmañ a c’hell kemer da ergerc’henn pe ar gouzrec’h e-unan (libido ouzh ar me, libido narkisek) pe un ergerc’henn en diavaez eus ar me (libido ouzh an ergerc’henn). Hervez Freud, ez eus ur ventel c’hremm etre an daou vod-annodiñ, al libido ouzh an ergerc’henn o tigreskiñ pa gresk al libido ouzh ar me hag a-c’hin.

En amzer gentañ eus remzi ar gouzrec’h ez annodfe al libido er me (narkisegezh kentael) ; en un eil amzer e vefe kaset, diwar ar me, etrezek ergerc’hennoù diavaez. Al libido, evel gremm luzadel, o sevel diouzh andonioù diseurt an tachadoù erogen, a yafe d’en em dolpañ er me, oc’h ober anezhañ he ergerc’henn gentañ ; en un eil lankad, ar me, o c’hoari roll ur mirlec’h, un andon nevez a c’hremm luzadel, a dalvezfe dezhi da boent-loc’hañ evit annodiñ en ergerc’hennoù diavaez.

Dav eo merkañ e talvez amañ “ergerc’henn” kement hag “ergerc’henn en diavaez eus ar me”.

Forc’hellek e chom an termenoù alamanek, saoznek ha gallek : Ichlibido, ego-libido, libido du moi a c’haller intent evel “libido eus” koulz hag evel “libido ouzh ar me”. Rak se e kavomp gwell ober gant an araogenn. Diouzh ret e ve tu da lavarout : libido veel, libido ergerc’hennel (sl. Sp. libido objetal, It. libido oggetuale), hogen gant spisaat bewech.

Libido narcissique.narzisstische Libido.narcissistic libido.libido narkisek. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Sl. LIBIDO DU MOI — LIBIDO D’OBJET.

Libido.Libido.libido.libido b. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Gremm al luzad revel, seulad an treuzfurmadurioù anezhañ hervez e ergerc’henn (treuzlec’hiadur an annodiñ), e zavedenn (treüc’hadur da skouer), hervez andon ar broud revel (diseurted an tachadoù erogen).

Ur ger latin eo libido, o talvezout “c’hoant, gourvenn, blizoni”. Gant an amzer ez emdroas ster an termen freudek. Un nebeut poentoù avat zo chomet stabil :

1) Diouzh ur savboent doareadel, ned eo ket al libido direadus d’ur gremm bred anspesadek, evel ma lavar Jung. Mar gell bezañ “direvelaet”, ez eo bepred a eil lank.

A-du-rall, ned eo ket al libido gremm an holl luzadoù. En ur meizadur kentañ, ez enebe Freud al luzad revel ouzh al luzadoù-emgemmirout. Hogen, pa anavezas natur libidinel ar re-mañ, e savelas an enebadur etre al luzadoù a vuhez, libidinel, hag al luzadoù a varv.

2) Ur meizad kementadel eo dreist-holl al libido. “Libido zo ur ger amprestet diouzh arlakadenn ar gantaezelezh. Evel-se ez anvomp ar gremm, intentet evel ur ventenn gementadel — daoust ma n’eo ket muzuliadus evit c’hoazh — eus al luzadoù o deus da welout gant kement tra a c’haller lakaat dindan an anv karantez” (Massenpsychologie und Ich-Analyse, 1921).

Organisation de la libido.Organisation der Libido.organization of the libido.frammadur al libido. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Kenurzhiadur keñverel al luzadoù darnel, doareet gant hol un tachad erogen hag ur mod spesadek a zarempred ouzh ergerc’henn. Diouzh savboent o c’henheuilh en amzer, e talvez frammadurioù al libido da dermenañ pazennoù emdroadur bredrevel ar bugelvezh.

Emdroet o deus mennozioù Freud a-zivout frammadur al libido. E-barzh Drei Abhandlungen zur Sexualtheorie (1905), e teskriv an oberiezhoù genaouel ha fraezhel a dra sur evel oberiezhoù revel, hogen hep ober anv a frammadur ; ne zeu ar bugel er-maez eus digenurzh al luzadoù darnel nemet ur wech diogelet hol an tachad ganadel, hemañ hepken o kaout brient da vezañ en araez da frammañ an arc’hwel revel. Paouez a ra al luzadoù revel a vezañ enerotek evit bukañ ouzh un ergerc’henn amgen, ha houmañ eo a ro tro d’o c’henurzhiañ. Anv ebet evit c’hoazh a frammadur rakganadel.

Hemañ ne voe dereet nemet e 1913 e-barzh Die Disposition zur Zwangsneurose. Prientet oa bet ar meizad-se gant saveladur an narkisegezh evel mod-frammañ ar revelezh o c’hoarvezout etre stad diframm al luzadoù (enerotegezh) ha prantad an debarzh ergerc’henn klok, an ergerc’henn o vezañ neuze ar me evel unvez. Gant studienn 1913 eo kemmet an diarsell : pennaenn kenurzhiadur al luzadoù n’emañ ket mui en ergerc’henn, hogen en dreistpouez kemeret e pep prantad gant un oberiezh revel ereet ouzh un tachad erogen savelet. E-se e teskriv da gentañ ar frammadur fraezhel (1913), neuze genaouel (1915), erfin kastrel (1923). Neoazh e talc’ho Freud da zervaat “ne vez tizhet ar frammadur leun nemet dre ar gaezouregezh da-geñver ar pevare pazenn, ar bazenn c’hanadel”.

Plasticité de la libido.Plastizität der Libido.plasticity of the libido.liñvegezh al libido. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Gouested al libido da gemmañ aes pe aesoc’h ergerc’henn pe mod boziañ.

Al liñvegezh (Plastizität “mezelladusted” pe, termen aliesoc’h arveret gant Freud : freie Beweglichkeit “heloc’husted”) a intenter evel perzh gin d’ar c’hludegezh (sl. VISCOSITÉ DE LA LIBIDO). Eztaoliñ a ra ar mennoz ez eo al libido da gentañ andesavelet betek ur poent evit a sell he ergerc’hennoù hag e chom gouest bepred da gemmañ ergerc’henn. Liñvegezh zo ivez evit a sell ar pal : kempouezet e vez angwalc’hadur ul luzad darnel gant gwalc’hadur unan all pe gant un treüc’hadur. Al luzadoù revel “a c’hell en em amsaviñ kenetrezo, unan o sammañ kreñvder ar re all ; pa vir an draelezh a walc’hañ unan, e sav kempouez gant gwalc’hadur unan all. Emaint evel ur rouedad korzennoù leun a liñvenn ha kehentus”.

A bouez eo al liñvegezh evit berzh-mat ar gur vredelfennañ, treuzfurmadusted ar gouzrec’h o vezañ a-geñver gant e ouested da gemmañ annodadoù e libido. Disheñvel eo al liñvegezh hervez an oad, an istor personel ; kemmañ a ra ivez eus un hinienn d’eben.

Stase libidinale.Libidostauung.damming up of libido.dassav al libido. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Argerzh armerzhel goulakaet gant Freud evit displegañ deraouadur an neuroz pe ar psikoz : al libido, stanket outi pep hent davit diskarg, a chom yoc’hennet e-barzh furmadurioù enbredel ; ar gremm daspugnet en doare-se a yelo da amparañ an azonoù.

Imbroudet e voe keal dassav al libido da-geñver arlakadenn an neurozioù bremanek : an arbenn anezho, hervez Freud zo hogennadur (Anhäufung) ar broudadoù revel na gavont mui hent davit diskarg e diouer ur gwered spesadek. E-barzh Über neurotische Erkrankungstypen (Rizhoù enkleñvel an neuroz, 1912), e teu hollekoc’h keal dassav al libido p’en adkaver e meur a neuroz. Koulskoude :

1) Freud ne ra ket eus an dassav ur gwereder kentael en holl rizhoù enkleñvel ; ur roll devoudus zo dezhañ en degouezhioù nesañ d’an neuroz bremanek (gouheb traek). E degouezhioù all ned eo nemet un disoc’h diwar ar c’henniñv.

2) An dassav ned eo ket kleñvedus drezañ e-unan. Reiñ hent a ra ivez da ersavioù reol : treüc’hañ, treuzfurmiñ an tennder bremanek en un oberiezh o tont a-benn da ziraez un ergerc’henn vozius.

Diwar Zur Einführung des Narzissmus (1914), ez astennas Freud keal dassav al libido da wikefre ar psikozioù : dassaviñ a ra neuze al libido annodet er me. “Hañvalout a ra ne c’hell mui hogennadur al libido narkisek bezañ gouzañvet en tu all d’ur par merket.” E-se, an hipokondriezh, a gaver alies evel pazenn ardreuzat en emdroadur ar skizofreniezh, zo un erzerc’had eus amgaeadur dic’houzañvadus al libido narkisek. En un diarsell armerzhel, an ambren zo ur striv da adlec’hiañ gremm al libido war ur bed diavaez nevezfurmet.

Viscosité de la libido.Klebrigkeit der Libido.adhesiveness of the libido.gludegezh al libido. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Perzh arlakaet gant Freud evit ober meiz war ouested bras pe vrasoc’h al libido da c’hlenañ ouzh un ergerc’henn pe ur bazenn-emdreiñ hag an aes pe an diaes ez eo dezhi kemmañ he annodadoù ur wech ma vezont graet. Derezioù diseurt a ve d’ar c’hludegezh hervez an hiniennoù.

Meur a dermen a arveras Freud da aroueziñ ar perzh-se eus al libido : Haftbarkeit “stagusted, pegusted”, Fähigkeit zur Fixierung “gouested da c’hlenañ, glenusted”, Zähigkeit “gwevnded”, Klebrigkeit “gludegezh, glenegezh”, Trähigkeit “diegi”. An daou dermen-mañ diwezhañ a zeue a-well-youl dindan e bluenn.

“Difenn a rae [Den e vleizi] pep savlec’h libidinel, ur wech diraezet, gant an nec’h da vezañ koller ouzh e zilezel, rak aon na gavfe er savlec’h da heul un erlec’hiad na ve ket peurvozius. Bez’ ez eus eno ur perzh pouezus ha diazez a’m eus hiniennekaet en Tri arnodskrid war arlakadenn ar revelezh evel gouested da c’hlenañ.”

Gant gouzrec’hioù ’zo, “an argerzhioù delusket da-geñver ar gur a c’hoarvez kalz gorrekoc’h eget gant gouzrec’hioù all pa na c’hellont ket, evit doare, en em grennañ da zistagañ annodadoù o libido diouzh un ergerc’henn ha d’o zreuzlec’hiañ war un ergerc’henn all, daoust ma n’eur evit dizoleiñ arbenn spesadek ebet da seurt fealded an annodiñ”.

Notañ a ra Freud e kaver ur skoilh gin gant loc’husted re vras al libido, disoc’hoù an elfennerezh o chom neuze bresk-tre.

A-benn ar fin e wel er c’hludegezh un dra bennak andireadus, ur meni “niver kentañ”, anelfennadus, digemmadus, evel ur barenn c’henezhel o vont war greñvaat gant an oad. He hañvalout a ra c’hoazh ouzh un anniñv bred, kevelep d’an entropiezh er reizhiadoù alvezel : da-geñver treuzfurmadurioù ar gremm bred, ne ve nepred tu da ziloc’hañ en e bezh ar c’hementad gremm glenet.

Sl. PLASTICITÉ DE LA LIBIDO.