À bord des annexes il convient d'embarquer un mouillage constitué d'un câblot de 150 mètres et d'une ancre de 3 kilos.
Deuet mat e vo lakaat e bourzh ar skefion ul lin fesañ amparet gant un eor 3 kg stag outañ ur chabl 150 m.
Grâce à l'annexe on peut porter une ancre soit pour affourcher, soit pour se déhaler en cas d'échouement. L'équipage embarque dans l'annexe le mouillage complet : l'ancre d'abord, puis le câblot ou la chaîne convenablement disposés.
Gant ar skaf e c'haller dougen un eor ken evit kavaziñ, ken evit disachañ e degouezh un entraezhad. Ar skipailh a laka er skaf al lin fesañ klok : da gentañ an eor, d'an eil ar chabl pe ar chadenn stalet evel ma tere.
Skeventad diwar zewentañ antigenoù bevel a-geñver gant ardizh an uzor lin (sl. byssinose, cannabiose, pneumoconiose).
1 A zo lin e-barzh. 2 A zec'han lin
Liñvenn dev pe devoc'h, liesliv, o tinaouiñ diouzh un danijenn lemm pe henek, a c'hoarvez eus ur parzh liñvel pe gwadveiz hag eus ur parzh sonnel amparet gant leukokit darallet mui pe vui, gant rannigoù behin, trenkennoù druz ha garvevion. Meur a zoare lin a zigemmer : a) al lin glas (Gl. pus bleu, Sz. blue pus) dec'hanet gant ar bazhelloù piokianek ; b) al lin keuzennek (Gl. pus caséeux, Sz. cheesy pus), tevoc'h, hogos sonnel, o tennañ d'ar c'heuz ; c) al lin chokolad (Gl. pus chocolat, Sz. anchovy sauce pus), a liv gant ar chokolad o tont eus ar pugnezoù amoebel ; d) al lin diennheñvel (Gl. pus crémeux, Sz. curdy pus), tev en arbenn eus sourusted an elfennoù sonnel ; e) al lin meuladus (Gl. pus louable, Sz. laudable pus), melenoc'h, tev dre berzh ar fibrin paot ennañ, sellet gwechall evel a erdeb azoù ; f) al lin gwadek (Gl. pus sanieux, Sz. sanious pus), sklaeroc'h, gwad ennañ ; g) al lin levrus (Gl. pus séreux, Sz. serous pus), damvoull ha berus kenan en arbenn eus ar parzh liñvel a-fonn ennañ.