Preder
bourse séreusebursayalc'h b. levrus, yalc'h irus ― Geriadur ar vezekniezh

Kennenn genglenel o wiskañ ur gavenn gloz hag o vorc'hañ enni ul liñvenn levrus (iruzenn) ; roll ar yalc'h levrus eo aesaat ar riklañ d'ar stirennoù ha d'ar c'higennoù ; dre fazi e vez graet anezhi La.  bursa mucosa.

méningite séreuseserous meningitispilhonfo levrus ― Geriadur ar vezekniezh

Tanijenn c'houlemm pe henek ar pilhon youst hag ar c'havennoù endan-dev hag endan-gevnidek e par an empenn hag ar mel, gant uc'hec'honad al liñvenn benn-kein ; strewek (p. s. hollel, kambrel pe empennfoeñvel) hag oc'h erzerc'hañ dre un azoniad uswask enklopennel, pe lec'hiek (p. l. kantet, kistel, araknitiz) da heul tilhennadurioù kloz pe klosoc'h, o wiskañ neuze furmoù klinikel liesneuz o tennañ da hini ar yoc'hennoù ; devoudet e vez gant ur poread pe un daraez ; alies ne zeznaouer ket e arbenn.

Morel-Lavallée : épanchement séreux de ∼Morel-Lavallée effusionsfennad g. levrus Morel-Lavallée ― Geriadur ar vezekniezh

Hogennad levruzenn ledet dindan ar c'hroc'hen a stader peurliesañ e par ar vorzhed pe an dargreiz da heul ur c'hwistad a-spin.

séreuseserous membranelienenn b. levrus, levrgenn g. ― Geriadur ar vezekniezh

Lienenn danav deveret diouzh ar c'helom rizhellel, o c'hoarvezout eus ur vezotelienn o c'holeiñ gwiad kenglenel hag o wiskañ kavennoù kloz ar bevedeg (amgalonenn, ampelenn, krezenn).

séreuse péricardiquePERICARDIUM SEROSUMamgalonenn b. levrus. ― Geriadur ar gorfadurezh
séreuxserouslevrus aa. ― Geriadur ar vezekniezh

1 O toareañ al liñvenn borc'het gant al levrgennoù. 2 O toareañ al levrgennoù. Sk. amgalonenn levrus.