Preder
aigulemm ― Geriadur an armerzh
  • crise aigue enkadenn lemm.
aigulemm ― Geriadur ar jedoniezh
aigu, pointu (son)lemm ― Geriadur ar fizik
aiguisé, tranchantlemm ― Geriadur ar geginouriezh
angle aigukorn lemm ― Geriadur ar jedoniezh
ataxie aiguë, maladie de Leydenacute ataxia, Leyden's ataxiaankedre lemm, kleñved Leyden ― Geriadur ar vezekniezh

Tanijenn strewek eus an nerveg, da azonoù dezhi an ankedre, an usdamoug, gouseizi kigennoù 'zo, andagoù (nistagmuz, gougrid an troad), tuzumadur ar meiz ; tizhout a ra ar re yaouank ha pareañ alies.

basedowisme aigu, crise thyrotoxique, hyperthyroïdisme aiguthyroid crisisbazdovegezh b. lemm, gwaskad g. skoedenn, skoedusvorc'hegezh b. lemm ― Geriadur ar vezekniezh

Gwaskad gourlemm grevus diwar ur frapad gwadusvec'h tiroksin o c'hoarvezout e-kerz kleñved Basedow da geñver un oberatadenn, ur pore pe ur skoedennezvenañ, naouus dre remortad an holl azonoù hag un angremm o tedreiñ, en ezvezañs mezegadur, betek ar fallezh, ar c'homa hag ar marv (sl.  parabasedowien : syndrome ).

bouffée déliranteparanoid state, paranoid reactionkaouad b. ambren, psikoz ambreel lemm ― Geriadur ar vezekniezh

Nodadur trumm erzerc'hadoù psikoz, anezho mennozioù ambreek (kevrinek, heskinek, erotek, meurvreat), enkrez, drezni, arluz, errizhañ, distreüniñ, mirealoù (baleata, feiadennoù, darwantadoù, argeziadoù emlazhañ) ha direizhoù ar stad hollek (anhun, treutadur).

Bouillaud : maladie de ∼, rhumatisme articulaire aigu, fièvre rhumatismale, polyarthrite aiguë fébrileBouillaud's disease, rheumatic feverkleñved Bouillaud, remm g. lemm an arzoù, terzhienn b. remmel ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved ar vugale hag ar grennoadourion, o tarvezout da heul ur gorank diwar strepokok gwadloezus A ; da arouezioù dezhañ ul liesarzfo laurek dilec'hiat, terzhienn, c'hwezennoù, ozvennoù kroc'hen, eritem gwrimennek, tizhadoù a 'r flugez, a 'r galon pergen, tuadur d'an adfeilhañ (sl.  cardiopathie rhumatismale).

bourbouille, lichen tropicus, gale bédouine, miliaire sudorale, prurigo simplex, impétigo miliaire, eczéma aigu disséminé, miliaire rougelichen tropicus, Bedouin itch, prickly heat, heat rash, miliaria, miliaria rubra, red gum, wildfire rashliken g. trovanel, milierenn b. ruz, milierenn c'hwezadel, kravien b. vedouin, kravien eeun, impetigo g. milier, daroued s. lemm strewek, daroued trovanel ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez kroc'hen kuñv o reuziañ er broezioù etretrovanel, hogos bepred gant Europiz, diwar steviad ar savnigoù c'hwezpar, naouus dre eritem, debron hag un dispuilhad krugennoù ha nozelanoù c'hwezigennek.

bronchite aiguëacute bronchitisbronkezfo lemm ― Geriadur ar vezekniezh

Tanijenn ar bronkez naouus dre zarwazh ha gouliñv an donenn gant tregenk leukokit, glaourusvorc'h devoudus d'ur paz kraostus.

délire aiguacute deliriumalfo g. lemm ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez grevus kenan, dibaot, o c'hoarvezout eus 1) un azoniad bredel : arluz don, kefroù bredloc'hadel muiek, enkrez brevus, trezerc'hioù, 2) un azoniad kreudel garv : dizurzhioù nervstruzhel bras, uswrester a-serzh, poulz herrek tre, dourisvec'h, teuz ar c'higennoù, gwadusvec'h urea ; hep mezegadur ez a an dedro d'ar c'hoempad ha d'ar marv dindan un nebeut devezhioù ; un orin pistriboreel a c'houlakaer d'an alfo lemm.

délire alcoolique aigu, delirium tremensdelirium tremensalfo kren, alfo alkoolel lemm ― Geriadur ar vezekniezh

Empennaoued lemm diwar an alkoolegezh henek, naouus dre un daolenn glinikel a bistriadur grevus : ambren errizhek ha trezerc'hioù, terzhienn, c'hwezadur puilh, kefroù, krenerezh taer, dourisvec'h, daralladur bras ar stad hollek hag, en degouezhioù grevusañ, hep mezegadur, dedro d'ar marv.

dilatation aiguë de l'estomacacute gastric dila(ta)tionusvoll lemm ar c'hreuz, kreuzusvoll g. lemm ― Geriadur ar vezekniezh

Dardennadur muiek ar stomok gant azonoù antreizh pervez, o tarvezout a-wechoù goude an oberatadennoù war ar c'hof, a zispleger evel dianlen da amwask an daouzegenn gant gwrizienn ar gandedenn.

eczéma aiguacute eczemaekzema lemm, daroued s. lemm ― Geriadur ar vezekniezh

Furm ekzema diarstok naouus dre anafoù c'hwezigennek, debronek ha dourasennus ledan, muiek e tachad ar stekiñ ouzh an aozad allergenek (sl.  dermite de contact).

encéphalomyélite aiguë disséminée, encéphalomyélite périveineuse ou post-infectieuseacute disseminated encephalomyelitisempennmelfo lemm eskantet, empennmelfo dianbore ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved o teraouiñ trumm dre ur resmiad a neuz poreel gant koabrennegezh, barradoù droukfell hag un teskad azonoù oc'h erzerc'haat anafoù diseurt sezet e meur a lec'h war an nervahel : empenn, krennempenn, hirvel, nervennoù a-glopenn, mel ; naoued grevus a hañval emplegañ dizurzhioù hangaeel a-geñver gant un argerzh dreistkizidigezh daleet ma erwezh al limfokit T ouzh ar mielin ; delanket e vez gant un anaez viruzel (ruzell, ruzig, brec'h nij, senkl, jotorell, mononukleoz poreel), ur vaksinadenn, ur c'hleñved allergek ha kemeradur liaoù 'zo.

fièvre des tranchées, fièvre d'Ukraine, fièvre de la Meuse, fièvre aiguë tibialgiqueFrench feverterzhienn ar fozioù brezel, terzhienn lemm skinostek ― Geriadur ar vezekniezh

Pore bro-darreuziat, terzhiennek ha gourlaurek, diwar Rickettsia quintana, treuzkaset, evel an tifuz, dre ziouladoù al laou, naouus ent klinikel dre laurioù eskern grizias sezet dreist holl er skinoù.

glomérulonéphrite aiguëacute glomerulonephritisbloueigfo  g. lemm ― Geriadur ar vezekniezh

Tanijenn bloueigoù al lounezh o tarvezout peurliesañ da heul ur poread a 'r fric'hargadenn strepokokel, viruzel, foueel, naouus dre un ec'hodiñ troazh berrek, strafuilhet, teñval, ennañ proteinoù, hemati ha rolledoù, dre ar skuizhder, ar welvded, ar gouliñvoù, an uswask, ur falladur kalon hag ur gwadusvec'h urea leiek ; o tedreiñ gorrek etrezek ar pare, a-wechoù goude mizvezhioù.

glomérulonéphrite extracapillaire ou maligne ou aiguë anurique ou aiguë nécrosante ou à croissantsextracapillary glomerulonephritisbloueigfo ezkorrwazhiedel pe yud pe lemm antroazhel pe lemm marvennus, bloueigfo kreskennoù ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad dibaot ha grevus bloueigfo, naouus ent klinikel, dre un dedro dindan un nebeut devezhioù etrezek ar skorted lounezh antroazhel ; ent wiadoniel, dre an neridigezh e rezh kreskennoù eus kelligoù a orin hangaeel en dro d'an doupenn, o tedreiñ etrezek ar skleroz ; dre arbennoù diseurt : antikorfoù antidiazkennenn (azoniad Goodpasture), korrwazhiedfo (granulomatoz Wegener), gouzedoù immunoglobulinoù (lupuz, enkalonennfo Osler), h.a.

goitre aigu ou épidémiqueacute goitrepennsac'h lemm pe darreuziat ― Geriadur ar vezekniezh

Koeñvadur ar skoedenn o tarvezout e rezh darreuziadoù bihan er broezioù ma revez ar pennsac'h broreuziat, o steuziañ buan pa zivro ar glañvourion.

Heine-Medin : maladie de ∼acute anterior poliomyelitis, Heine-Medin diseasekleñved Heine-Medin, louetvelfo g. lemm araok ― Geriadur ar vezekniezh

Pore darreuziat ha tredizhus diwar ur polioviruz o tizhout ar vugale hag an oadourion yaouank, naouus, ent neuziadurel dre wazhadur kerniel araok ar mel a-livenn, ent klinikel dre an anadiñ trumm, goude un nebeut devezhioù terzhienn ha klopennostoù, eus seizioù gwak diseurt en o lec'hiadur hag en o astenn ; war isteñvañ ez a ar c'higennoù seizet ha paouez a ra a ziorren an eskern keñverek en ur zec'han disneuziadoù diwezhel ; deskrivañ a reer lec'hiadurioù nervel all, en hirvel, en empenn (louedempennfo, Gl.  polio-encéphalite) o tizhout gouziviaded koshoc'h, grevusoc'h eget ar furmoù bugelel, o lezel avat arlenadoù skañvoc'h, ivez furmoù nervel hep seizi, pilhonel, kuñv, furmoù leiek, gripvanek, pervezel pe fric'hargadennel, erfin furmoù diazon, ar re-mañ oc'h ober 98 % eus ar poreadoù dre bolioviruz ; kleñved erguret dre ar vaksinañ (sl. poliovirus, vaccin antipoliomyélitique).

insuffisance rénale aiguëacute renal failureskorted lounezh lemm ― Geriadur ar vezekniezh

Falladur lemm arc'hwelioù al lounezh, naouus dre un an- pe un isec'hod troazh, e dianlen a) ur skoilh ouzh an degorzhañ (gaouantroazh pe s. l. l. goudelounezhel), b) ur strafuilh gwadloc'honiel o tec'han heskwad al lounezh (antroazh dre goempad pe s. l. l. raklounezhel), c) un anaf e parenkim al lounezh (antroazh pistriel, antroazh diwar vloueigfo lemm) ; gwellaet eo bet an erdebad bennozh d'ar c'harzhañ ezlounezhel ; notañ a reer ivez ar vezañs eus skortedoù lounezh lemm gant dezioulañ (troazh puilh hag anvec'hiek) (sl.  anurie, anurie excrétoire, Bywaters : syndrome de , épuration extrarénale, néphropathie tubulo-interstitielle aiguë, rein de choc, épuration extrarénale, néphropathie tubulo-interstitielle aiguë, rein de choc).

Lederer-Brill : anémie ou maladie de ∼, anémie aiguë fébrileLederer's anaemiaamwad Lederer, amwad lemm terzhiennek ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez a 'r vugale, o teraouiñ trumm dre un derzhienn uhel, ur c'hlopennad, c'hweladoù, naouus dre un amwad muiek gant elwenn, eleritroblast, gwadusvec'h ar bilirubin, gouikter, troazhhemoglobinegezh (e dianlen ar gwadloezañ), a-wechoù felc'husvent ha gwadliñvoù ; pareañ a ra ent emdarzh dindan un nebeut sizhunvezhioù ; koulskoude, e stader furmoù marvus e diouer mezegadur ; e kevarguz e chom an ardarzh : ur rouestlad e ve d'ur poread a 'r fric'hargadenn, ar wikefre e ve paridigezh unanantikorfoù antieritrokit.

leucémie aiguë, leucoblastose, leucomyélose aiguëacute leukaemialeukemiezh lemm ― Geriadur ar vezekniezh

Furm leukemiezh o tizhout ar vugale yaouank dreist holl, herrek he dedro, marvus dindan un nebeut sizhunioù, naouus ent klinikel dre un derzhienn uhel, tufoz, genaoufo, gwadliñvoù, koeñvadur argrenn ar felc'h hag ar gwerblennoù, a-wechoù ensiladur ar c'hroc'hen hag ar glaourgennoù, ent vevoniel dre ur gourelwenn (etre 60 ha 80 000) a zo an elfenn bennañ anezhañ ar c'helligoù andiforc'hek, hag un amwad muiek ; dre an ezwanañ klerenn e stader neridigezh kentrat ar c'helligoù andiforc'hek er mel ; hervez doareoù ar re-mañ e tiforc'her al l. l. limfoblastel pe limfoidel, ar re baotañ, a c'hounezer warno an didorrvezhioù hirañ hag a bareer an aliesañ, hag, etouez al l. l. anlimfoblastel : al l. l. mieloblastel pe mieloidel, ha, dibaot kaer, al l. l. plasmokitel.

leucoencéphalite aiguë hémorragiqueacute haemorrhagic leucoencephalitisgwennempennfo lemm gwadliñvel ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad gwennempennfo naouus, ent neuziadurel, dre sez wazhiedel ha trowazhiedel an anafoù hag ar rizh foel anezho ; ent klinikel, dre azoniadur gaouyoc'hennel alies, barradoù droukfell hag un dedro saezhus.

lupus érythémateux aigu disséminé, l. é. exanthématique, l. é. systémique, maladie de Kaposisystemic acute lupus erythematosus disseminatuslupuz eritematus lemm strewek, l. e. eksantematek, l. e. lemm reizhiadel strewek, kleñved Kaposi ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez naouus dre un dispuilhad plakadoù eritematus persvouk warno gourc'hennoù munut, kevret gant arzostoù, terzhienn, asikted ha treutadur, lec'hiadurioù liesel er flugez : lounezh, kalon (sl.  syndrome de Libman-Sacks), nerveg, krezoù-skevent, teskad anafoù oc'h anataat reizhiadelezh ar c'hleñved ; hiziv e renker al lupuz e-touez ar c'hleñvedoù unanhangaeel, ar c'hleñvedoù a 'n hangaegemplezhioù hag ar c'hollagenozioù ; dre ar c'hortikoidoù hag an hangaeastalerioù e c'hevenner dedro ar c'hleñved hag ez ampeller an andizh.

lymphocytose infectieuse aiguë de Carl Smithacute infectious lympho-cytosis, Carl Smith's diseaseellimfokit lemm poreel Carl Smith ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez dianav e arbenn, arlakaet viruzel (enteroviruz), o tizhout dreist holl ar bugel 7-8 vloaz, naouus dre ur maeloù fric'hargadenn, un darc'hoal, ur gourelwenn hag ur gourellimfokit, a-wechoù un derzhienn argrenn hag un asikted ; nac'hek eo erwezh Paul ha Bunnel ; pareañ a ra hep arlenad.

mégacaryoblastose maligneacute megakaryocytic leukaemiamegakarioblastoz g. yud, leukemiezh b. megakariokitel lemm ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad megakariokitoz yud o tedreiñ evel ul leukemiezh lemm, naouus dre an neridigezh er mel eus megakarioblast yaouank anrizhek.

Mendelson : syndrome de ∼Mendelson's syndrome, acute aspiration pneumoniaazoniad Mendelson, skeventfo g. lemm dre zewentañ ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad analadel diwar ruridigezh al liñvenn stomok e-barzh ar skoultreg briant-bronkez, peurliesañ e-kerz ar prantad tro-zieraeziñ pe da geñver un empennaoued pe ur c'homa, naouus dre ur poread hag ur gouliñv skevent lemm marvus a-herr en un daolenn a vleuz hag a falladur kalon.

myélose érythrémique aiguë, érythrémie aiguëacute erythraemiamieloz elruzel, elruz g. lemm ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez o tizhout ar vugale hag an oadourion, naouus ent neuziadurel dre uswe ar gwiad ruzparañ (mel eskern, avu, felc'h) hag un eritroblastoz muiek, ent klinikel dre un amwad grevus gant terzhienn didorrennek, avufelc'husvent, gwadliñvadoù hag un dedro d'an andizh en ur ober un pe zaou viz ; derc'hel a ra, er steudad ruz, al lec'h a zo d'al leukemiezh lemm er steudad wenn ; furmoù henek a zeskriver (elruz henek, Gl.  myélose érythrémique chronique, érythroleucémie chronique) ma stader, ouzhpenn, ur gouikter, laurioù eskern hag un diwezh feudek dindan daou vloavezh.

neuromyélite optique aiguë, neuropticomyélite aiguë, maladie de Devicneurooptic myelitismelnervennfo g. gweledel lemm, kleñved Devic ― Geriadur ar vezekniezh

Kevreted ul livennvelfo strewek, lemm peurvuiañ hag, o tedreiñ war lerc'h, en ur ser pe a-raok un nervennfo gweledel, laurus hogos bep tro, erzerc'h ent klinikel dre un treuzseizi hag un dallentez ; anaez marvus a-wechoù, peurliesañ oc'h argizañ gorrek, sellet gant aozerion 'zo evel ur furm lemm a skleroz strewek.

ostéomyélite infectieuse aiguëacute osteitisaskornmelfo lemm ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved o tizhout ar vugale hag ar grennarded, kiriek dezhañ ar stafilokok lineiat, naouus dre danijenn elfennoù kelligel an askorn, an amaskornenn ha kavenn ar mel, lec'hiet er parzh nestalpenn, kevredet gant azonoù hollek grevus, o tedreiñ emdarzh etrezek al linadur (morfer an eskern) ha furmidigezh un amskar.

paralysie bulbaire aiguë de Leydenacute bulbar palsyseizi hirvelel lemm Leyden ― Geriadur ar vezekniezh

Tanijenn lemm gronnoù louet an hirvel (louedempennfo izelañ lemm, Gl.  polioencéphalite inférieure aiguë) o teraouiñ trumm dre ur c'hlopennad, trolernioù, laurioù er c'hilpenn ha diouzhtu goude seizi a 'r c'houel-stavn, a-wechoù seizi a 'n dremm, migevaot ha strafuilhoù a 'l lonkañ ; a-benn un nebeut devezhioù e tarvez direizhoù kalongwazhiedel, morvor hag ar marv ; anaez o tizhout an alkooleion pe o tedreiñ e-kerz ar poreoù yud, azoniad Landry pe kleñved Heine-Medin (sl.  polioencéphalite).

pemphigus aigu fébrile grave de Nodetbutchers' febrile pemphiguspemfiguz lemm terzhiennek grevus Nodet, pemfiguz ar gigerion ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez grevus e dianlen ur gloazad gant tud a vez dre vicher o tornata kelanoù loened ; deraouiñ a ra dre un impetigo nebant el lec'h enkorañ, heuliet trumm gant un dispuilhad gloevennoù war blakadoù eritematus, tra ma falla ar stad hollek ha ma tarvez peurliesañ ar marv.

péricardite aiguë bénigne ou épidémique ou fugace ou aiguë non spécifique bénigneidiopathic acute pericarditisamgalonennfo lemm kuñv pe hennadek kuñv ― Geriadur ar vezekniezh

Amgalonennfo o tarvezout gant an oadourion yaouank, naouus dre un deroù lemm, laurus kenan, terzhiennek hag o tedreiñ etrezek ar pare, a-wechoù oc'h adfeilhañ ; e kevarguz e chom un orin viruzel.

péripachyméningite purulente aiguëacute purulent peripachymeningitistrodevbilhonfo g. linek lemm ― Geriadur ar vezekniezh

Tanijenn lineiat lemm eus talbenn diavaez ar bilhonenn dev a-livenn hag ar gwiad kenglenel etrezi hag an askorn, gant an diflosk ledek pe ledekoc'h anezhi, o tarvezout peurliesañ e dianlen un anaf lec'hiek eus ar mellkein.

pointusharplemm, begek ― Geriadur ar mediaoù
polyarthrite aiguë épidémique tropicaleBougainville rheumatismliesarzfo lemm darreuziat trovanel, remm g. Bougainville ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad a orin dianav hag o pareañ ent emdarzh, a stader en Okeania, ouzh e ober ul liesarzfo lemm terzhiennek, c'hwarrennoù hag un dispuilhad maelennkrugennek.

polyarthrite aiguë oedémateuse du sujet âgéSzAm remitting seronegative symetric synovitis with pitting edemas, RS3PEliesarzfo lemm gouliñvel an henaded, irgennfo  g. kemparzhek gwadveiznac'hek didorrennek gant gouliñvoù pukadus, RS3PE ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad dibaot andispleget, o kevrediñ ul liesirgennfo kemparzhek, gouliñvoù, ezvezañs ar barenn rumatoidel (sl.  facteur rhumatoïde), o tarvezout trumm gant an henaded hag o pareañ ent emdarzh ; alies e stader bezañs an antigen HLA B 27.

porphyrie aiguë intermittenteacute intermittent porphyriaporfiriezh lemm spanaennek ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez tiegezhel hervez ar mod aotozomek trec'hek a-zalc'h gant un divig hidroksimetilbilan sintetaz, o tedreiñ gant an oadour dre varradoù (devoudet a-wechoù gant ar barbitureier) azonet gant laurioù kof grizias, direizhoù nervel ha bredel. En troazh ez eus kementadoù bras a borfobilinogen hag a uroporfirin.

psychose délirante aiguë ou subaiguëacute delusional disorderpsikoz ambreek lemm pe goulemm ― Geriadur ar vezekniezh

Dindan an termen-se e voder : ar gaouad ambren lemm ; psikozioù ambreek an dianwilioud ; ar resmiadoù ambren e deroù ur psikoz henek (skizofreniezh).

pustulose exanthématique aiguë généraliséeacute generalized exanthematous pustulosispustuloz eksantematek lemm hollekaet ― Geriadur ar vezekniezh

Dispuilhad kroc'henel debronek ha hollekaet eus burbuennoù bihan dishadenn anvolc'hennek war ur goueled eritematus, kevret gant terzhienn uhel ha gwadeleozinofil. Dedreiñ a ra etrezek ar gourc'hennadur war-lerc'h un dek devezh bennak. Liaien eo an arbenn (penikillineier ha makrolideier pergen).

pustulose vacciniforme ou varioliforme aiguë ou varicelliformeeczema herpeticumpustuloz vaksinvanek pe brec'hvanek lemm pe brec'hnijvanek ― Geriadur ar vezekniezh

Dispuilhad burbuennoù ampukadek kevredet gant gouliñv, o tinodiñ peurliesañ war un ekzema eus an dremm gant bugale yaouank ha tuet da emledañ. Ar burbuennoù-se, heñvel ouzh re ar vuvrec'h pe ar vrec'h, a zedro peurliesañ etrezek ar pare en un nebeut devezhioù, ar stad hollek o chom mat daoust d'un derzhienn uhel ; neoazh, gant ar vugale yaouank kenan ha pa vez muiek an dispuilhad, e c'hell an dedro bezañ marvus. Dindan gevarguz emañ natur an dispuilhad-se, gwech vaksinel, gwech erorel.

réticulo-endothéliose aiguë de l'enfantbenign acute reticuloendotheliosis of childrenretikuloendotelioz g. lemm ar bugel ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez lemm o tarvezout gant ar bugel, o naouiñ dre un azoniad poreel (terzhienn uhel, fillidigezh), un dispuilh kroc'hen, un tizhad limfoidel (gorank, c'hwarennoù muiek, avufelc'husvent), un dedro hir o padout meur a vizvezh dastroc'het a resmiadoù, o tisoc'h war ar pare. Bez' ez eus un amwad leiek gant gourelwenn argrenn ha mononukleoz. Dianav eo an arbenn. Anafoù gwiadel ar gwerblennoù zo disheñvel diouzh ar re diwar ar mononukleoz poreel ; naouiñ a reont dre un neridigezh gourfaot eus al leukokit (sl. histiokitoz X)

SARS ou SRASSevere Acute Respiratory SyndromeSRAS pe azoniad analadel lemm garv (AALG) ― Geriadur ar vezekniezh

Skeventad koronaviruzel grevus, lemm, terzhiennek, gripvanek, kevret gant ollimfokit, olpladanoù ha gwadusvec'h LDH ha CPK. An kez skeventad anrizhek tredizhus kenan zo emledet ent darreuziadek ha goude ent vedreuziadek adalek Sina e Meurzh 2003 betek Genver 2004.

secteur angulaire aigugennad korn lemm ― Geriadur ar jedoniezh
SRASSARSazoniad g. analadel lemm garv, AALG ― Geriadur ar vezekniezh

Skeventad grevus diwar koronaviruzoù, lemm, terzhiennek, a neuz gripel, kevredet gant ollimfokit, olpladanoù ha gwadusvec'h LDH ha CPK. An kez skeventfo anrizhek tredizhus kenan zo emledet ent darreuziadek hag ent bedreuziadek da heul, o loc'hañ eus Sina e meurzh 2003 betek genver 2004.

ulcus vulvae acutumulcus vulvae acutumangreizh lemm ar c'hourzh ― Geriadur ar vezekniezh

Angreizh laurus ar c'hourzh, arsellet gant ar plac'hed bihan ha yaouank. N'eo ket diluziet an arbenn anezhi : poreadur gant Bacillus crassus pe anaez nes d'an aftoù.