Preder
Leber : angiomatose de ∼retinal miliary aneurysmangiomatoz Leber, darvoll g. milier al luc'hsae ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved naouus dre ar vezañs eus ul lieselezh darvolloù milier arront, ruz kel e-pign ouzh gwazhied al luc'hsae, gant naouezennoù kelc'hennek o nodiñ tamm ha tamm en dro d'ar vrizhenn ha d'an darvolloù ; anaez untu o tedreiñ gorrek, rouestlet a-wechoù gant gwadliñvoù ar gwereg.

Leber : maladie ou atrophie optique de ∼Leber's diseasekleñved pe isteñv gweledel Leber ― Geriadur ar vezekniezh

Nervennaoued gweledel drek-boull hêrezhel treuzkaset er mod enkilek revereet, o tizhout ar wazed yaouank, naouus ent klinikel dre ul leiadur argammedek a 'r gweled gant skotom kreiz, ent neuziadurel dre ur gouliñv a 'r vegenn o tedreiñ etrezek an isteñv gweledel ; ur c'hleñved an DNA mitokondriel eo.

Leber : rétinite de ∼Leber's idiopathic stellate retinopathyluc'hsaefo g. Leber ― Geriadur ar vezekniezh

Luc'hsaefo gouliñvek naouus dre naouezennoù steredennek e par ar vrizhenn hag a-wechoù ar vegenn ; eilvedel e vez a-wechoù d'ur poreadur hollek pe lec'hiek (dent, kevioù).