Preder
algiepainlaur g. -ioù, gost b. ― Geriadur ar vezekniezh

Poan en ul lec'h resis eus ar c'horf ; e degouezhioù 'zo a boanioù bredel ken grizias ma vezont gouzañvet evel poanioù kreudel, e reer gant laur, sk. : laur askre ar melankoleg ; evit gost a vez arveret e rezh al lostger -ost b. ouzh ar pennanv oc'h aroueziñ ur parzh korf : dentost, keinost, kaherost, nervost, h.a. (sl.  douleur, souffrance).

algie craniofacialefacial and cephalic painlaur klopenn-dremm ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad rumm holl azoniadoù laurel ar c'hlopenn hag an dremm, ha pa vent laurioù gwazhiedel, kernadoù pe ledostoù, klopennadoù pe nervostoù (trigevell pergen) pe c'hoazh poanioù dispislec'h dezho da orin an dent, ar c'hevioù, al lagad, h.a.

algie vasculaire de la face, algies sympathiques de la face, sympathalgie faciale, causalgie faciale, névralgisme facialvascular headache, cluster headache, migrainous neuralgia, sympatheticalgia of the facedremmost b. wazhiedel, laurioù simpatek an dremm, simpatost an dremm, laur gwazhiedel al ledpenn, goriaz b. an dremm ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad lakaet war laurioù an dremm hag a-wechoù ar c'hlopenn, dispislec'h, o sezañ diouzh un tu, alies diouzh an daou du, anat perzhiadur ar gwazhied enno dre o foulzusted hag ar strafuilh gwazhiedloc'hadel o tont d'o heul (ruzded an dremm, darwazh ar c'hevresaeoù, daeraouiñ, beradur ar fri ha fri stanket).

coup de fouet : douleur en ∼coup de fouetlaur g. fiblus, fiblad g. ― Geriadur ar vezekniezh

Poan feuls trumm oc'h erzerc'haat freg ur stirenn da geñver argrezadur ur gigenn (freg eus stirenn ar seul, eus stirenn uhelañ ar gigenn daoubennek) ; a-wechoù e tarvez ar freg e korf ar gigenn he unan.

désafférentation : douleur de ∼deafferentation painlaur g. andegasadel ― Geriadur ar vezekniezh

Poan a-geñver gant un anaf war forzhioù degasat an nervreizhiad trobarzhel, merzhet en ezvezañs a nep fraouâd argevezus, dezhi lies rizh klinikel : aneraez laurus, uc'hanglev, berioù daredek ; stadet goude an ambidañ (laur ar voñsenn, ezel tasmant), an diskogad, ar senkl, al liesnervennfo.

douleurlaur g. ― Gervaoù skiant
douleur moralemind painpoan spered, laur bredel, laur askre ― Geriadur ar vezekniezh

Kantaezad andespizadus, a arouezer pe dre leterc'hañ (diwaskadur, dinerzh, goullo), pe dre c'heriennoù dangorel ken andespizadus all (tristez, gouvid, mantr, doan, grevadurezh), azon pennañ ar velankoliezh.

douleur physique, douleur somatiquephysical pain, somatic painpoan b. gorf, laur g. -ioù kreudel, gost b. ― Geriadur ar vezekniezh

Merzhad lec'hiek divlizus, andespizadus, a arouezer pe dre an arbenn a ardaoler outañ, pe alies dre leterc'hañ (bloñsañ, flemmañ, troc'hañ, regiñ, gweañ, poazhañ, breviñ, h.a.) ; ent klasel, hervez doare al laurioù, e teskriver : al laur askornvac'hus (Gl.  douleur ostéocope, Sz.  osteocope pain), poan don, lemm an eskern hep azon all ; al laur berius (Gl.  douleur lancinante, Sz.  lancinatory pain), o c'hoarvezout a bistigoù grezvarrek ; al laur dardennus (Gl.  douleur tensive, Sz.  tightening pain), poan kevret gant ur santad stennded ; al laur gwanus (Gl.  douleur pongitive, Gl.  boring pain), heñvel ouzh an droug a ra ur boentenn o sankañ don er c'horf ; al laur kantreidik (Gl.  douleur erratique, Sz.  wandering pain), o kemmañ lec'h dizehan ; al laur luc'hedek (Gl.  douleur fulgurante, Sz.  fulgurant pain), kriz, trumm ha berrbad ; laur poentek (Gl.  douleur exquise, Sz.  sharp pain), lemm ha sezet en ul lec'hienn strizh ; al laur ponnerek (Gl.  douleur gravative, Sz.  heavy pain), poan kevret gant ur santad pouezañs ; al laur talarus (Gl.  douleur térébrante, Sz.  terebrant pain), poan don heñvel ouzh an hini a rafe ur gwimeled ; al laur torwaskus (Gl.  douleur tormineuse, Sz.  torminal pain), gwentl grizias o tont dre varradoù.