Preder
alternance oculaire ◊ ◊ pebeilad lagadel ― Geriadur ar vezekniezh

Anadenn gant furmoù 'zo a loakrerezh (loakrerezh pebeilat) pa steud an daoulagad pep hini d'e dro diouzh an un ergorenn en ur chom digor an daou.

oculairelagadel ― Geriadur ar fizik
  • cercle oculaire kelc'h lagadel
  • point oculaire poent lagadel
ophtalmiqueophthalmic˘lagad, lagadel aa. ― Geriadur ar vezekniezh

A-zave d'al lagad ; nervenn al lagad (TA  nervus ophtalmicus), unan eus tri barr dibenn an nervenn drigevell.

pemphigus oculaire, pemphigus isolé des muqueusesocular pemphiguspemfiguz lagadel, pemfiguz ar glaourgennoù ― Geriadur ar vezekniezh

Kroc'henad gloevennek naouus dre sez hanbarek an dispuilhañ, lec'hiet pell amzer er glaourgennoù : a 'l lagad dreist holl, a 'r genoù, a 'r c'hargadenn, a 'n treizher, a 'n organoù genel ; dre e duadur da c'hleizennañ, e se da andiñvañ ar malvennoù ha da zemeraat ar c'hornsaeoù betek an dallentez ; dre zinod goulerc'hat gloevennoù war ar fas, ar gouzoug ha parzh krec'h ar brusk ; anaez a ra aozerion 'zo anezhañ ur furm eus kleñved Duhring-Brocq (sl.  dermatite herpétiforme).