Preder
comptabilité des travauxjob accountingjederezh g. al labourioù ― Geriadur ar stlenneg

Hentenn dezrannañ ha merañ amkanet da vuzuliañ kenderc'husted ha digonusted ur reizhiad stlennegel. Muzul ar genderc'husted a dalvez peurliesañ da ziaz da fakturiñ arveriaded an urzhiataer koulz ha da ren jederezh dezrannel ar c'houst urzhiataer. Evit muzul an digonusted, e tigenaozer an urzhiataer e kemend-all a elfennoù muzuliadus arveret gant ar goulev a glasker dewerzhañ e briz koust.

file d'attente des travauxjob queuelostennad al labourioù ― Geriadur ar stlenneg

Renkadur al labourioù da erounit er mod keweriañ dre lodoù, a-geñver gant an tevetoù ardaolet dezho.

gestion des travauxjob schedulingkanturzhiañ al labourioù ― Geriadur ar stlenneg

Hollad an arc'hwelioù ardoet gant ur reizhiad korvoiñ o kendaoliñ da gas da bennvat al labourioù fiziet en un urzhiataer, o terc'hel stad eus an tevet merket dezho koulz hag eus al loazioù hegerz.

soumission de travauxjob entryendodiñ labourioù ― Geriadur ar stlenneg

Ebarzhiñ en un urzhiataer adal un drobarzhell labourioù da erounit. Pa vez treuzkaset al labourioù eus un dermenell d'an urzhiataer dre ul linenn dezoug, e komzer eus endodiñ labourioù diarbell.