Teskad an doareennoù hêrezhel piaouel d'ur boblañs en ervez da zedreiñ en amzer hag en egor a-geñver gant an treuztiriañ hag ar meskañ.
Kas dewerzhet e mL/min eus plasma ar gwad o treuziñ un organ pe un tiriad lavaret ; lanvad plasma gwerc'hek (Gl. flux plasmatique efficace, Sz. effec-tive plasma flow) eo kas ar plasma o perzhiañ en arc'hwel spesadel an organ, da skouer, lanvad plasma gwerc'hek al lounezh eo an hini a zegouezh en nefron, o perzhiañ en aozadur an troazh (e-tro 90 % eus al lanvad hollel).
Kas dewerzhet e mL/min eus ar gwad o treuziñ un organ pe un tiriad lavaret, da skouer, al lanvad gwad lounezhel (Gl. flux sanguin rénal, Sz. renal blood flow) reol, etre 1 000 ha 1 200 mL/min, par da 20 % eus ec'hongas ar galon.
Al lanvad gwad kurunerel kadav — berroc'h kadavad kurunerel — a jeder evel ar c'heñver etre al lanvad kurunerel uc'hek (e-kerz ar strivad) hag al lanvad kurunerel er paouez, goude ur gwazhiedfrankaat uc'hek, dre ensinklañ engwazhiennel evit an dipiridamol, pe enkurunerel evit ar papaverin. Ar muzulioù a vez graet diwar-bouez an herrventerezh Doppler enkurunerel. Ar werzhad reol anezhañ zo par da 3, pe brasoc'h.