Preder
menumenulañser g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Roll an arc'hadoù pe an dibarzhioù lakaet dirak an arveriad da geñver ul labour er mod emzivizel.

E derou an estez labour, e vez gwereet al lañser war skramm an dermenell pe ar penel. An termeneller pe an oberataer a verk an arc'hwel a venn erounit, pe dre e niverenn pe dre zegas ar reti er par rekis. Al lañser hollek a c'hell lezel e lec'h gant ul lañser dibarekoc'h a-geñver gant an arc'hwel arc'het, warnañ roll munudaouek an arc'hwelioù eilrenk kinniget.

Mar bez ul logodenn pe ul luc'hfonn, e tesezer drezo ar reti pe un arhent war linenn al lañser a zibaber. Gwereet e vez evel-se lies lañser munudaouek ouzh munudaouek : da skouer, ur familh gevregezhioù, al livioù, ar gwiadezhioù, h.a.

menu déroulantpull-down menu, pop-down menulañser disachañ ― Geriadur ar stlenneg

Rizh lañser arveret gant Macintosh, gwereet e-barzh barrenn al lañserioù. D'e zisachañ e vizier war e anv pe e arlun hag e talc'her pouez war afell al logodenn en ur riklañ ar biz betek an dibarzh a ziuzer.

menu EditionEdit menulañser Embann ― Geriadur ar stlenneg

Lañser a zo ennañ arc'hadoù embann evel Troc'hañ , Eilañ , Pegañ , h.a.

menu FichierFile menulañser Restr ― Geriadur ar stlenneg

Lañser a zo ennañ an arc'hadoù Lerc'hwezañ , Moulañ , Kuitaat , h.a., o tougen war un teul en e bezh pe war restroù all.

menu local, menu pop-uppop-up menueillañser, lañser lec'hel ― Geriadur ar stlenneg

Lañser, loet en ur maez emziviz pe en ur prenestr, e anv enskrivet e-kichen ur penn bir war-draoñ e-barzh ur stern skeudek. Pa vizier war ar stern en ur zerc'hel pouez war afell al logodenn e tisach al lañser.

menu PommeApple menulañser Aval ― Geriadur ar stlenneg

Lañser loet e penn kleiz barrenn al lañserioù hag argelet gant un aval boulc'h, logo Macintosh. E-touez an dibarzhioù ennañ emañ ar prestoù burev.