Preder
Cathartique : méthode —.kathartisches Heilverfahren, kathartische Methode.cathartic therapy, cathartic method.kur gatartek, hentenn gatartek. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Hentenn vredkurañ dezhi da amkan ar skarzhadur (katarsiz), eleze un diskargadur azas eus ar c’hantaezadoù kleñvedus. Gant ar gur e kav ar gouziviad an dro da zaskounañ ha zoken da zazbuhezañ an darvoudoù daraezek ez eo liammet outo ar c’hantaezadoù-se ha da zianerwezhiañ ar re-mañ.

En istor, emañ stag an hentenn gatartek ouzh ar pranted 1880-1895 ma edo ar bredelfennerezh o’n em zigejañ diouzh ar predererezh dindan deoghun.

curecure1 kur b., kurañ, mezegañ 2 kur, kurañ, kuradur g., yac'haat, yac'hadur g. 3 kurva g., kurdrev b. 4 kur, kurvezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Prederiañ, prederiadur ur c'hlañvour. 2 Pareañ, pareadur ur c'hlañvour, ur c'hleñved. 3 Hanva amkanet da brederiañ klañvourion. 4 Chomadenn en ur c'hurva, en ur gurdrev.

cure hygiénodiététique ◊ ◊ kur yec'hedel-mezhurel ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad an diarbennoù hinvael, mezhurel ha breadel a yae d'ober, a-raok oadvezh ar c'himigurañ, mezegadur torzhellegezh ar skevent, o talvout hiziv c'hoazh evit un darn da brederiañ kleñvedoù analadel 'zo evel an astma pe an usvoll bronkez.

narcothérapie, cure de sommeilnarcotherapy, continuous sleep therapy, sleep treatmenthungurañ, hungur b., kur b. gousked ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn yac'haat ar gouvidoù enkrezel, bet kentradet er bloavezhioù 1920, anezhi derc'hel kousket ar gouziviad diwar-bouez hunwezherioù etre 15 hag 20 eurvezh diwar 24 e-doug 10 pe 15 devezh ; kalvezder hogos dilezet abaoe donedigezh ar bredwezherioù.

sommeil : cure de ∼sleep therapykur b. gousked, hungur b. ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder yac'hadel amkanet da zevoudañ an hun dre ziounit hunwezherioù e-pad un amzer etre dek hag ugent devezh, ar c'housked o padout eus 15 da 18 eurvezh bemdez, troc'het gant predoù boued, prantadoù yec'hedouriezh ha dalc'hoù bredkurañ.