1 A-zivout un anaez, hep grevusted, o pareañ frank. 2 En neuzkleñvedouriezh, a-zivout ar yoc'hennoù : a) a-veursell, o teñvañ war al lec'h, hevonn, bolc'hennet alies, o tisvountañ ar gwiadoù kefin hep o aloubiñ ; b) a-gorrsell, o c'hoarvezout eus gwiadoù a un neuz kelligel hag adeiladel gant ar gwiadoù bonan ; c) ent dedroadel, o kreskiñ gorrek hep teurel dassezioù, hep adfeilhañ goude an ezvenañ surjianel klok (sl. malin).
Anaez dibaot o tarvezout adalek ar vugeliezh hag o tizhout ar baotred dreist holl, dianav e orin ha kuñv e zedro, naouus dre resmiadoù arreat a vestlanred enavuel ikterek.
Anaez naouus dre ur c'hwarrenn c'houlemm, anlaur ha diderzhienn, o tizhout un pe lies gwerblenn eus ur stroll bas, o tedreiñ peurvuiañ war-du al linañ, ha dre un elwenn leiek, o pareañ a-emdarzh a-benn un nebeut sizhunvezhioù ; devoudet eo gant ur vazhell vihan Gram — oc'h enteiñ dre ur glisiadenn groc'hen pe glaourgenn, ur skilfadenn gazh alies ; kevarguzet eo natur an hadenn : Afipia felis pe Rochalimaea henselae.
Brizhenn vihan gell, ront, plaen pe a-vec'h balirek, amparet gant tolpadur ar melanokit er genvevenn derm-epiderm, hep neridigezh antrevnek ar c'helligoù (e kemm ouzh an nevuz yud), oc'h anadiñ adal ar vugeliezh war an dremm hag an daouarn, anatoc'h en hañv ha gant an dud rous.
NOTENN : Mesk a noter en anvadoù gallek ar brizhennoù kroc'hen, aozerion oc'h ober an un anadenn eus Gl. lentigo, lentigine, grain de beauté, tache de rousseur, mélanome bénin, névus pigmentaire bénin, aozerion all o terc'hel an daou anvad-mañ diwezhañ ha lezel ar re all e piaou ar yezh voutin — en ur virout koulskoude an termen tache de rousseur evel kenster da éphélide. Da notañ ivez heñvel baoted e brezhonek : brenn Yuzaz, dluzhach, lentilig, letin, plustrenn, brizhadur, brec'had (mesk etre brec'h ha BrE ‘brih', ‘bréh').
Yoc'henn guñv ar c'hroc'hen, un- pe liessez, sezet war an dremm pe an organoù genel, o c'hoarvezout eus un hogennad limfokit.
Anvad rumm oc'h erdalañ un niver a anaezioù a orinoù kevarall, boutin etrezo arouezioù tanailh pilhonel, dedro terzhiennel kuñv adfeilhus alies, daralladoù al liñvenn benn-kein (ellimfokit, albuminegezh leiek, ezvezañs hadennoù d'an ensellout eeun), anezho furmoù pilhonel al leptospirozioù, pilhonfoioù viruzel (kleñved Armstrong, pilhonfoioù jotorellel, senklel, erorel, furmoù 'zo eus an empennfo darreuziadek hag eus kleñved Heine-Medin), nervvrukellozioù er furm bilhonel ha furmoù 'zo a chom dianav o arbenn.
Douesadur al lodenn nes-kroazell eus askorn al lez, daouduek peurliesañ, laurus a-wechoù, a stader war ar vaouez yaouank goude ur gwilioud diaes pe un daraez.
Kroc'henad dibaot eus stroll ar pemfigoidoù, familhel, treuzkaset er mod trec'hek, o tarvezout gant an oadour yaouank, naouus ent klinikel dre blakadoù eritematus, warno gloevennoù, sezet war ar gouzoug, an divgazel, plegoù ar varlenn hag ar rannbarzhioù fraezhganadel, dre vonanded ar stad hollek hag e guñvded daoust d'an adfeilhoù a-hed ar bloavezhioù ; ent wiadoniel dre anafoù akantoliz hebiat da vevadegezh ar c'helligoù.
Amgalonennfo o tarvezout gant an oadourion yaouank, naouus dre un deroù lemm, laurus kenan, terzhiennek hag o tedreiñ etrezek ar pare, a-wechoù oc'h adfeilhañ ; e kevarguz e chom un orin viruzel.
b. o tarvezout gant tud yaouank yac'h a du 'rall hag o pareañ hep arlenad, kiriek dezhañ fregadur ur c'hwezigenn emfizem skevent pe ur c'hist aezhel enkrezennel (sl. bleb).