Preder
béninbenign, benignant, innocent, mildkuñv aa. ― Geriadur ar vezekniezh

1 A-zivout un anaez, hep grevusted, o pareañ frank. 2 En neuzkleñvedouriezh, a-zivout ar yoc'hennoù : a) a-veursell, o teñvañ war al lec'h, hevonn, bolc'hennet alies, o tisvountañ ar gwiadoù kefin hep o aloubiñ ; b) a-gorrsell, o c'hoarvezout eus gwiadoù a un neuz kelligel hag adeiladel gant ar gwiadoù bonan ; c) ent dedroadel, o kreskiñ gorrek hep teurel dassezioù, hep adfeilhañ goude an ezvenañ surjianel klok (sl.  malin).

chimie doucekimiezh kuñv ― Gervaoù skiant
cholestase récurrente bénignebenign familial recurrent cholestasisbestlanred arreadek kuñv ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez dibaot o tarvezout adalek ar vugeliezh hag o tizhout ar baotred dreist holl, dianav e orin ha kuñv e zedro, naouus dre resmiadoù arreat a vestlanred enavuel ikterek.

douxsoftkuñv ― Geriadur ar mediaoù
douxkuñv ― Geriadur ar gimiezh
  • acier doux dir kuñv
  • acier demi-doux dir krennguñv
  • acier extra doux dir dreistkuñv
griffes ou griffures de chat : maladie des ∼, lymphoréticulose bénigne d'inoculationcat scratch fever or diseasekleñved a 'r skilfadoù kizhier, limforetikuloz g. kuñv enkoradel ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez naouus dre ur c'hwarrenn c'houlemm, anlaur ha diderzhienn, o tizhout un pe lies gwerblenn eus ur stroll bas, o tedreiñ peurvuiañ war-du al linañ, ha dre un elwenn leiek, o pareañ a-emdarzh a-benn un nebeut sizhunvezhioù ; devoudet eo gant ur vazhell vihan Gram — oc'h enteiñ dre ur glisiadenn groc'hen pe glaourgenn, ur skilfadenn gazh alies ; kevarguzet eo natur an hadenn : Afipia felis pe Rochalimaea henselae.

lentigine, lentigo, mélanome bénin, névus pigmentaire béninlentigo (ls : lentigines)lentigin g. lentigo g., melanom g. kuñv, nevuz g. livegat kuñv ― Geriadur ar vezekniezh

Brizhenn vihan gell, ront, plaen pe a-vec'h balirek, amparet gant tolpadur ar melanokit er genvevenn derm-epiderm, hep neridigezh antrevnek ar c'helligoù (e kemm ouzh an nevuz yud), oc'h anadiñ adal ar vugeliezh war an dremm hag an daouarn, anatoc'h en hañv ha gant an dud rous.

NOTENN : Mesk a noter en anvadoù gallek ar brizhennoù kroc'hen, aozerion oc'h ober an un anadenn eus Gl.  lentigo, lentigine, grain de beauté, tache de rousseur, mélanome bénin, névus pigmentaire bénin, aozerion all o terc'hel an daou anvad-mañ diwezhañ ha lezel ar re all e piaou ar yezh voutin — en ur virout koulskoude an termen tache de rousseur evel kenster da éphélide. Da notañ ivez heñvel baoted e brezhonek : brenn Yuzaz, dluzhach, lentilig, letin, plustrenn, brizhadur, brec'had (mesk etre brec'h ha BrE  ‘brih', ‘bréh').

lymphocytome cutané béninlymphocytoma cutis benignlimfokitom g. kroc'hen kuñv ― Geriadur ar vezekniezh

Yoc'henn guñv ar c'hroc'hen, un- pe liessez, sezet war an dremm pe an organoù genel, o c'hoarvezout eus un hogennad limfokit.

méningite lymphocytaire bénigne ou curable, sous-arachnoïdite aiguë curable des jeunes sujetsaseptic lymphocytic meningitispilhonfo limfokitel kuñv pe anlestel pe kuradus ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad rumm oc'h erdalañ un niver a anaezioù a orinoù kevarall, boutin etrezo arouezioù tanailh pilhonel, dedro terzhiennel kuñv adfeilhus alies, daralladoù al liñvenn benn-kein (ellimfokit, albuminegezh leiek, ezvezañs hadennoù d'an ensellout eeun), anezho furmoù pilhonel al leptospirozioù, pilhonfoioù viruzel (kleñved Armstrong, pilhonfoioù jotorellel, senklel, erorel, furmoù 'zo eus an empennfo darreuziadek hag eus kleñved Heine-Medin), nervvrukellozioù er furm bilhonel ha furmoù 'zo a chom dianav o arbenn.

ostéose condensante iliaque bénigneosteitis condensans iliiosteoz douesaus kuñv askorn al lez ― Geriadur ar vezekniezh

Douesadur al lodenn nes-kroazell eus askorn al lez, daouduek peurliesañ, laurus a-wechoù, a stader war ar vaouez yaouank goude ur gwilioud diaes pe un daraez.

pemphigus chronique bénin familialbenign chronic familial pemphiguspemfiguz henek kuñv familhel ― Geriadur ar vezekniezh

Kroc'henad dibaot eus stroll ar pemfigoidoù, familhel, treuzkaset er mod trec'hek, o tarvezout gant an oadour yaouank, naouus ent klinikel dre blakadoù eritematus, warno gloevennoù, sezet war ar gouzoug, an divgazel, plegoù ar varlenn hag ar rannbarzhioù fraezhganadel, dre vonanded ar stad hollek hag e guñvded daoust d'an adfeilhoù a-hed ar bloavezhioù ; ent wiadoniel dre anafoù akantoliz hebiat da vevadegezh ar c'helligoù.

péricardite aiguë bénigne ou épidémique ou fugace ou aiguë non spécifique bénigneidiopathic acute pericarditisamgalonennfo lemm kuñv pe hennadek kuñv ― Geriadur ar vezekniezh

Amgalonennfo o tarvezout gant an oadourion yaouank, naouus dre un deroù lemm, laurus kenan, terzhiennek hag o tedreiñ etrezek ar pare, a-wechoù oc'h adfeilhañ ; e kevarguz e chom un orin viruzel.

pneumothorax idiopathique bénin, pneumothorax des conscritssimple pneumothoraxbruskaezhad hennadek kuñv ― Geriadur ar vezekniezh

b. o tarvezout gant tud yaouank yac'h a du 'rall hag o pareañ hep arlenad, kiriek dezhañ fregadur ur c'hwezigenn emfizem skevent pe ur c'hist aezhel enkrezennel (sl.  bleb).