Kigenn ar grozh.
Sourr flour, goubred da lamm kalon ar vamm, merzhet o selaouennañ ar grozh e mizvezhioù diwezhañ ar vec'hiegi, devoudet gant tremen ar gwad e talmerennoù ar grozh.
1 A-zave d'ar grozh. 2 A-zivout ar vreudeur hag ar c'hoarezed ganet gant an un mamm, ket gant an un tad avat.
Organ genel benevel amkanet da zegemer ar vigellig frouezhiget, da gevaraezañ an diorreadur anezhi ha d'he ezvountañ e dibenn ar vec'hiegi. Ur organ kaherek eo, kleuz, a 7 da 8 cm hed, o c'hoarvezout eus ur parzh krec'h ledan, ar c'horf, hag ur parzh traoñ strishoc'h, ar gouzoug ; rann uhelañ ha ledanañ ar c'horf a vez graet deun ar mammog anezhi. Kavenn ar grozh a zifourk er gouin dre ar gouzoug hag e korzennoù ar grozh dre parzhioù krec'h ha kostezel an deun (kornioù ar grozh). Loet eo ar grozh el lestr bihan, etre ar c'hwezhigell hag ar youlc'h. Ouzhpenn levrgenn an ampelenn a zo ouzh he c'holeiñ evit un darn vras, c'hoarvezout a ra eus ur gwiskad kaher a wiennoù levn oc'h amparañ teir haenad dezho durc'hadurioù diseurt, eus ur gwiskad diabarzh glaourek outañ lies gwagrenn hag un epitelienn a gelligoù kengerek dezho blevanioù krenat. Emañ skourret el lestr dre ar stagelloù ledan, ront hag ar pleg youlc'h-krozh.
Krozh gant ur gouzoug astalet an diorreadur klok anezhañ.
Kammneuziad o c'hoarvezout a vezañs daou gorf krozh distag o kejañ en traoñ en ur strizh hag ur gouzoug unel.
Kammneuziad a 'r grozh o c'hoarvezout eus ur gavenn gorf ha div gavenn c'houzoug.
Daouelezh krozh dianat a-ziavaez, anezhi rannadur ar gavenn e div log diwar-bouez un dilhenn a-saezh, evel aspadenn eus he orin daouel (kanolioù Müller).
Seurtad klokañ eus an daouelezh krozh : div hantergrozh dispartiet ha distag gant daou gorf ha daou c'houzoug o tifourkañ en ur gouin unel pe dilhennek. Pa vez damarun an daou c'houzoug e komzer a grozh damziskalfet.
Termen rumm evit an holl seurtadoù ha derezioù eus an daouelezh krozh.
Krozh enni ur rizhell pe ur grouell.
Krozh gant ur rann c'houzoug bihan kenan, gant ur c'horf a vent reol avat.
Kammneuziad ar grozh a zo tilhennek en he darn uhelañ (aspadenn daou ganol Müller).
Seurtad krozh daouel ma ne angorzh an dilhenn nemet korf an organ ; unel eo ar gouzoug. An ezreolder-se a van andeznaou ar peurliesañ.
Krozh direet d'un hantergrozh diwar isteñv unan eus kanolioù Müller.