Preder
corne cutanéecutaneous hornkorn g. (l. : kern) kroc'hen ― Geriadur ar vezekniezh

Anaf kroc'hen, anezhañ tevadur kantet kornhaenoù an ezkroc'hen war c'horre begennoù derm usteñvek, dezhañ neuz ur valirenn galet eeun pe gromm.

géromorphisme cutané, gérodermiecutaneous geromorphismheneuziadezh b. kroc'hen ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez o tizhout ar baotred, naouus dre ur strafuilh teñvel a 'r c'hroc'hen, hemañ o vont sec'h, roufennek, laosk, kevret gant an dizogvanegezh hag un divig kefredel.

isothermie cutanéecutaneous isothermykeitwrez b. kroc'hen ― Geriadur ar vezekniezh

Parder ar gwrezverk e pep poent eus ar c'hroc'hen, stadet e kleñved Basedow.

lymphocytome cutané béninlymphocytoma cutis benignlimfokitom g. kroc'hen kuñv ― Geriadur ar vezekniezh

Yoc'henn guñv ar c'hroc'hen, un- pe liessez, sezet war an dremm pe an organoù genel, o c'hoarvezout eus un hogennad limfokit.

myiase cutanéemyiasis dermatosamiiaz g. kroc'hen ― Geriadur ar vezekniezh

Dermatoz arvevadel devoudet gant loc'hidigezh larved a seurtadoù dipter 'zo ebarzh ha dindan ar c'hroc'hen (sl.  larva migrans cutanée).

nerf musculo-cutané externe (du nerf crural)RAMI CUTANEI ANTERIORES (NERVUS FEMORALIS)barroù l.(g.) kroc'hen araok eus nervenn ar vorzhed. ― Geriadur ar gorfadurezh
nerf musculo-cutané interne (du nerf crural)RAMI CUTANEI MEDIALES (NERVUS FEMORALIS)barroù l.(g.) kroc'hen kreizel eus nervenn ar vorzhed. ― Geriadur ar gorfadurezh
peauCUTISkroc'hen g. ― Geriadur ar gorfadurezh
peauskinkroc'hen g.-où & krec'hin ― Geriadur ar mediaoù
  • ~ de chamois chamois leather ler g.-où kañvog
peau d'orange : aspect ou phénomène de la ∼orange peel skinkroc'hen plusk orañjez ― Geriadur ar vezekniezh

Pukennigoù poentek e-barzh ar c'hroc'hen o c'holeiñ un tachad gouliñv, deun pep poent o vezañ igorenn ur wagrenn c'hwezpar, neuz a stader pergen da geñver kankr ar vronn, pa vez stanket limfforzhioù ar c'hroc'hen gant kelligoù kankrek.

peau de chagrin ; plaques en ∼sharkskin spotpannoù kroc'hen rinkin ― Geriadur ar vezekniezh

Plakennoù kroc'hen ardev, roufennek, o sezañ boas er rannbarzh dargreiz-kroazell, dezverkus d'an epiloia (sl.  sclérose tubéreuse du cerveau).

peau, TA cutisskinkroc'hen g. ― Geriadur ar vezekniezh

Organ lienennek tev, bouk, gwevn, dastennek hag anhedreuz o c'holeiñ ar c'horf, kevarall e livrezh hervez an dud ha lec'hioù ar c'horf, ouzh e ober daou welead gorre, an ezkroc'hen pe epiderm (TA  epidermis, sl.  épiderme), war an donenn pe derm (TA  corium, dermis, Gl.  derme, sl.  chorion), hag ur gwelead don, ar c'houdonenn (TA  tela subcutanea, sl.  hypoderme), enni ar golc'hedan behin (TA panniculus adiposus, sl.  pannicule adipeux) ; lodek er c'hroc'hen emañ gwagrennoù ar soav, ar gwagrennoù c'hwezpar, ar c'horfigoù stekiñ hag ar faner (blev, ivinoù, dent, h.a., sl.  phanère).

rameau cutané tibial du nerf saphène interneRAMI CUTANEI CRURI MEDIALESbarroù l.(g.) kroc'hen kreizel ar c'har. ― Geriadur ar gorfadurezh
rameau de l'artère cubitaleRAMUS CUTANEUS PALMARIS (ARTERIA ULNARIS)barr g. kroc'hen ar palv eus an dalmerenn a-helmo. ― Geriadur ar gorfadurezh
rameau fessier du grand abdomino-génitalRAMUS CUTANEUS LATERALISbarr g. kroc'hen kostezel eus an nervenn glun-gougreuzenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
rameau perforant antérieur des nerfs intercostauxRAMUS CUTANEUS ANTERIOR (NERVI INTERCOSTALES)barr g. kroc'hen araok eus an nervennoù etre‑kostoù. ― Geriadur ar gorfadurezh
rameau perforant latéral des nerfs intercostauxRAMUS CUTANEUS LATERALIS (NERVI INTERCOSTALES)barr g. kroc'hen kostezel eus an nervennoù etre-kostoù. ― Geriadur ar gorfadurezh
rameau perforant latéral du grand abdomino-génitalRAMUS CUTANEUS LATERALISbarr g. kroc'hen kostezel eus an nervenn glun-gougreuzenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
réflexe abdominalabdominal reflexdamoug kroc'hen kofel ― Geriadur ar vezekniezh

Argrezadur untu kigennoù speur ar c'hof delanket gant kentrigadur kroc'hen ar c'hof en tu keñverek, a-us pe a-is d'ar begel.

sarcoïdes cutanéessarcoid of Boecksarkoidoù kroc'hen ― Geriadur ar vezekniezh

Kenster da lupuzvanoù kuñv strewek Gl. lupoïdes bénignes disséminées. Anaez o naouiñ dre un dispuilhad nozelennoù hanterbellennek ruzvouk pe azgell, o ment etre hini ur c'hreunenn vell hag ur bizenn vras (lupuzvanoù milier strewek Darier, lupuz milier) pe brasoc'h (kraoñenn gelvez pe plakad : sarkoid kroc'hen, lupuzvan torosennek pe e plakad Boeck), dinodet en derm, sezet war an dremm, war an divskoaz ha tal astennidigezh an izili. Hir eo dedro an anaez-se (eus 5 da 10 vloaz) ha kuñv eo. Anavezet fall eo an natur anezhañ.

xanthomes cutanés ◊ ◊ ksantomoù kroc'hen ― Geriadur ar vezekniezh

—  Ksantomoù strewek (Gl.  xanthomes disséminés Sz.  xanthoma multiplex ) : doare ksantomoù gant elfennoù bihan, a-vec'h balirek, melen ha goude azgell, dasparzhet war ar c'horf a-bezh, dreist holl war ar c'hrizadoù plegañ ha war dalioù kostezel ar gouzoug. Bec'h ar c'holesterol pe lipidoù all ar gwad ne sav ket a - ser ganto ; disoc'h a reont diouzh un neridigezh retikulohistiokitel, digevret pe o vezañ unan eus elfennoù kleñved Schüller-Christian.

—  Ksantom dispuilhat (Gl.  xanthome éruptif Sz.  eruptive xanthoma ) : ksantom, a zo an elfennoù krugennek anezhañ , a vent gant penn ur spilhenn pe ur bizenn, melen sklaer, niverus kenan ha tolpet, o tedreiñ a-frapadoù ( ksantomatoz dispuilhat ) war dal astenn ar bleñchoù, ar feskennoù, an divweuz hag ar stavn askorn ek. A-wechoù e vezont kevredet gant un avufelc'husvent hag un ilgreizfo ; emaint e dalc'h un lipidwadusvec'h muiek ha padennek eus ar rizh 1, 4 pe 5 .

—  ksantom plaen (Gl.  xanthome plan Sz.  xanthoma planum ) : seurtad ksantom yoc'hennvanek amparet gant brizhennoù bihan pe nozelanoù melen. Hollek pe lec'hiek e c'hell bezañ , hag arsellet e vez war dalioù astenn an divvrec'h, war an daouilin hag an daoulin, war blegoù ar palv, ha dreist holl war ar malvennoù (ksantelasma). Ar peurliesañ emañ ar ksantom plaen kevret gant al lipidwadusvec'hioù aterombar (rizhoù 2 ha 4).

—  ksantom torosennek (Gl.  xanthome tubéreux Sz.  xanthoma tuberosum ) : seurtad ksantom yoc'hennvanek sezet war dalioù astenn an daouilin, an daoulin, war an divskoaz, amparet gant koeñvennoù boullek pe gengronnet, al liv anezho o vont eus ar melen d'ar ruzvouk hag an ec'honad en ervez da dizhout hini ur vandarinenn. Ar peurliesañ e vezont kevredet gant lipidwadusvec'hioù kolesterolek (rizhoù 2 ha 3).

—  ksantom yoc'hennvanek (Gl.  xanthome en tumeur ) : ksantom kevredet gant kolesterolwadusvec'h ; kemm a lakaer etre ar ksantomoù plaen hag ar ksantomoù torosennek. En ervez emaint da vezañ azon kroc'henel ar ksantomatoz kolesterolwadusvec'hel familhel pe bezañ kevredet gant ar c'holesterolwadusvec'h pe kleñvedoù all (ikterioù padek, kirroz ksantomatus, skoedisvorc'h, h.a.). — Ar ksantomoù a c'hell dinodiñ gant gouzrec'hioù reol o gwadvec'h lipid, en anaezioù 'zo, da skouer : ar ksantogranulomatoz yaouerel, ar ksantomatoz kroc'hen-glaourgenn gant diabet heuz, an histiokitoz X, ar ksantoleukemiezhoù, disglobulinemiezhoù 'zo.