Seurtad dibaot gouliez ar gornsae o teraouiñ en trobarzh anezhi dre ensiladurioù gwenn arvelen bihan angreizhus oc'h emastenn dilaur etrezek he c'hreiz hag he donder.
Epiteliom diazkelligel an henad sezet war an dremm hag ar gouzoug, e neuz o vezañ un angreizh argalet an diaz hag ar wrimenn anezhi ha naouus dre he distrujusted hag he dedro gorrek, arstalek avat.