Lerc'hwezañ dre skingannluniñ trehentadur koazhadel ur pred tiellet dre ur skinizotop ; arveret da imbourc'hiñ ar gindrehent kreuz-treizher gant ar vugale yaouank.
Lodenn frankaennek eus ar ganol vezhur etre an treizher (etrezo ar gwask krec'h) hag an daouzegenn (etrezo ar porzhier), ouzh he ober an deun, parzh krec'h kleiz ledan, ar c'horf kendalc'het gant mougev ar porzhier ; d'e zeskrivañ e tiforc'her daou dalbenn, araok hag adreñv, ha daou ribl, ar c'hrommadur bras a-gleiz, ar c'hrommadur bihan a-zehou ; en e speur ez eus kigennoù galloudek ha gwagrennoù o vorc'hañ ar pepsin hag an drenkenn glorhidrek.
A-zave d'ar c'hreuz.