Sont stomok teirforzh arveret da brederiañ ar gwadliñvoù diwar fregadur teuc'helloù an treizher, outañ div gellenn aer- pe dourhevolc'h, an eil en e zibenn, pellennek, ouzh e festañ e deun ar stomok, eben war e dreug, kranennek, oc'h amwaskañ an teuc'helloù hag oc'h araezañ ar wadkae.
Nep korzenn bihan a-walc'h he c'havnez evit ma ve anat enni gwered an nerzh silluskañ.
Bennozh d'ur gloued stalet etre mammennoù an hordennoù elektron hag ar skramm e vez dalc'het ar skeudenn hep distresadur e-doug un nebeut munutennoù.
Kanol duellennel en arfrank ouzh unan eus he fennoù. — korzenn ar grozh (Gl. t. utérine ou t. de Fallope Sz. uterine tube) : pep hini eus an div gorzenn gaherlienennek oc'h askouezhañ a-gostez korn ar grozh hag o kabellañ ar vierez gant o fempilhoù, o kas ar vigellig eus ar vierez betek kavenn ar grozh. — korzenn glevedel (Gl. t. d'Eustache ou t. auditive Sz. eustachian tube or auditory tube) : kanol aergaser askornmigornel o kehentaat kavenn an daboulin hag ar fric'hargadenn.
Korzenn a vent vras a zo marc'het outi en he fenn adreñv ul luc'honi o talvout da vannañ ur skeudenn a-ziavaez (diapozitiv) en arosod ouzh ar skeudenn gwereet war ar skramm.
Korzenn a zo goloet ul lodenn eus he skramm gant luc'hedañvoù un nebeut milimetroù hed. Hevelep stignad a dalvez da zerc'hel en arstal despizadur ar skeudenn (a-geñver gant treuzkiz an edañvoù), da skouer pa luc'hskeudenner ar skramm.
Er gorzenn gatodek-mañ e vez teir hordenn elektron o tont, goude treuziñ ur gloued anvet dassil, da argridañ poentoù dibarek eus ar skramm hervez unan eus an tri liv diazez, glas, ruz, gwer.
Korzenn en araez da zerc'hel pell amzer ar skeudenn gwereet dre ur c'hwilervadenn hepken. E hevelep rizh korzenn e vez ar skeudenn diwar an hordenn skrivañ azgrenaet gant un adhordenn. A-daol e vez graet ar c'harzhañ, andiuzel peurliesañ.
Korzenn a vez al liv gwereet ganti e dalc'h gremm an hordenn elektron.
Trevnad o c'hoarvezout eus ur c'hatod ec'hodus d'un hordenn elektron oc'h enorc'hañ ur skramm. Diwar-bouez trevnadoù c'hwilerviñ e vez destiet ha desezet an hordenn elektron o vont gant kavn ar gorzenn.
Ar modoù c'hwilerviñ boasañ zo :
~ ar c'hwilerviñ roud yevet ;
~ ar c'hwilerviñ anneuenn , anezhañ ar mod c'hwilerviñ arveret er skinwel.
Gwereet e vez ar skeudenn :
~ pe e sklaer war ur goueled teñval (mod diazoek) ;
~ pe e teñval war ur goueled sklaer (mod c'hwezigennel), gant lies live sked.
Sl. [balayage]
Korzenn gatodek en araez da wereañ lies liv.
Korzenn gadaviñ a zo enni daou saezher elektron, pep hini o labourat hervez ur mod c'hwilerviñ dizalc'h.