Preder
dossier d'exploitationrun bookheforzhiad korvoiñ ― Geriadur ar stlenneg

Teul o vont gant ur goulev, o teskrivañ aozioù an arver anezhañ. Pourchas a ra peurgetket listenn ar restroù pennañ arveret hag an treugennadoù da engwezhiañ. Emañ seurt teul en erdu koskor korvoiñ ur greizenn riñverezh.

exploitationoperatingkorvoiñ, korvoerezh g. ― Geriadur ar stlenneg
  1. Arc'hwelerezh pemdeziek ur greizenn riñverezh.

  2. Mod arver un urzhiataer.

exploiterkorvoiñ ― Geriadur ar jedoniezh
exploiter un filmto exhibit, to run a filmdiskorañ, enamredañ, korvoiñ ur film ― Geriadur ar mediaoù
faire-valoirkorvoiñ ― Geriadur an armerzh
  • faire-valoir associé korvoiñ kev-elat
  • faire-valoir direct (agriculture) korvoiñ dihanterat
  • faire-valoir indirect (agriculture) korvoiñ hanterat.
profiter(tirer profit) emvataat eus ; tennañ e vad eus ; tennañ splet eus ; korvoiñ ― Geriadur an armerzh
  • faire profiter l'argent lakaat an arc'hant da dalvezout
  • (être avantageux à) talvezout da ; spletiñ ; fonnañ.
système d'exploitationoperating systemreizhiad korvoiñ ― Geriadur ar stlenneg

Hollad ar goulevioù ret da gerzh an urzhiataer, en un amveziadoù lavaret a aveadur hag a arc'hwelerezh.

Lodenn diziouerus eus meziant un urzhiataer eo ar reizhiad korvoiñ, urzhiataerioù 'zo o kaout en o c'herz lies reizhiad korvoiñ diouzh an dro, hervez o c'henaoz hag an amveziadoù arc'hwelerezh c'hoantaet.

Kedrannoù pennañ ur reizhiad korvoiñ zo anezho, evit un ijinenn a c'halloudezh etre :

~ ar gourseller , ret da bep goulev evit arver an trobarzhelloù ha gwidennadur e gemalennoù (en ungouleviñ pe el liesgouleviñ), ennañ ivez ar c'hemalennoù goulevioù o talvout da gas ha da bakañ ar c'hemennadoù war al linennoù kehentiñ ;

~ ar gouarner , evit gwidennañ ar goulevioù kenheuilh.

~ ar c'harger , a-wechoù kevredet gant ar gouarner, da ebarzhiñ ar goulevioù er vemor ;

~ ar mezarc'hier , evit savelañ ha hizivaat ar c'houleviaoueg ;

~ ar goulev ganer reizhiad , o krouiñ un handelv eus ar goulevioù diseurt azas diouzh kenaoz an aveadur, adal handelv glok ar reizhiad korvoiñ pourchaset gant an oberier (hervez ment ar vemor greiz, niver ha rizh an trobarzhelloù) ;

~ ar reizhiad ardeiñ ar restroù , oc'h aesaat dazveradur ar restroù diazez (hizivaat, haneilañ, adframmañ, h.a.).

En un desezadur bras o labourat el liesgouleviñ gant lies dibarzh haeziñ rag-eeun ha keweriañ ampellet, ez a ar reizhiad korvoiñ d'ur gevanenn gemplezh o kefleuniañ an arc'hwelioù strollañ ar goulevioù prest da vezañ erounezet, ar galv d'ar c'hemalennoù goulevioù a-geñver gant an esaou hag al loazioù dieub hag ivez an tevetoù eus ar goulennoù erounit goulevioù.

Kavout a reer da skouer ar goulevioù hag isgoulevioù oc'h ensammañ an arc'hwelioù-mañ :

~ ebarzhiñ al labourioù ;

~ mollad kanturzhiañ ;

~ luskañ al labourioù :

≈ deverkañ al loazioù (trobarzhelloù + memor) ;

≈ etrekempouezañ an deverkadoù ;

~ goursellout an enankañ/ec'hankañ ;

~ diwezh ul labour gant moulañ ampellet + enjedadur an amzer aet hebiou + dieubidigezh al loazioù.