Korvez trizaol diwar an ouzhpennadur, e-kerz an diastol, da zaou drouz reol ar galon eus un trede trouz devoudet gant falladur ar c'hofig ; hervez ar pred m'en klever e teskriver : an trilamm raksistol pe kentezel (Gl. galop pré-systolique pe atrial), an trilamm deroù-diastol pe kofigel (Gl. galop protodiastolique pe ventriculaire), an trilamm mezdiastol pe a-verniad (Gl. galop mésodiastolique pe de sommation), an trilamm goudesistol (Gl. galop postsystolique).
Arreadur reoliek trovezhiek trouzioù pe zarvoudoù.
Korvez gwagennoù an empennvarrwezad reol evit an oadour dihun, er paouez skiantennel ha serr e zaoulagad. An talm anezho zo etre 8 ha 13 dre eilenn, muiek e rannbarzh kitern-kilpenn an empenn.
Korvez ar gwagennoù empennvarrwezadel a 'n oadour dihun, serr e zaoulagad, o c'hoarvezout eus ar gwagennoù bihanheled gant an talm etre 18 ha 35 Hz. Muiek eo e rannbarzhioù tal an empenn.
Heuliad gwagennoù empennvarrwezadel gorrek, dezho an talm 1- 4 Hz hag un heled uhel a 100 mV, sinuzoidel ha reoliek o neuz (korvez δ unneuz) pe direoliek (korvez unneuz) pe direoliek (korvez δ liesneuz) , arsellet e-doug kentañ bloavezh an hoali, ha gant an oadour tizhet gant un anaf empenn grevus. liesneuz) , arsellet e-doug kentañ bloavezh an hoali, ha gant an oadour tizhet gant un anaf empenn grevus.
Korvez kalon ezreol ha dibaot, dibad ar peurliesañ, naouus war ar c'halonvarrwezad dre leielaat ar gwagennoù kentezel P e D 2 , D 3 hag aVF ha dre bad reol an tredanren kentez-kofig. Devoudet e ve dre zilec'hiadur ar greizenn delankañ lammoù ar galon etrezek difourk gwazhienn vras ar galon. Bez' ez eo ur seurtad korvez klomel pe kevreel.
Migorvez hep grevusted dibarek diwar werederezh spanaennek ur greizenn gofigel ezlec'hiat. Naouus eo dre genheuliad hogos reoliek war ar c'halonvarrwezad, gant un talm gavaelet etre 60 ha 100 dre vunud, eus 4 da 30 a gemplezhioù kofigel ledanaet, damheñvel o neuz ouzh an dreistsistolioù kofigel. Kemm zo etre an kez korvez kofigel, dizalc'h diouzh re, gorrekoc'h, ar c'hentezioù, hag ar gorvez hangofigel boas, gorrekoc'h (120 - 200 dre vunud) ha hini ar c'halonusteadoù kofigel klasel, herrekoc'h (140 - 200 dre vunud). Darvezout a ra dreist holl e-doug pazenn lemm angwazhiad ar c'haher kalon, pa vez gorrek ar gorvez c'hodel ; ne c'hrevusa ket erdebad an angwazhiad.
Korvez kalon ar grouell, naouus dre geitaat an daou drouz.
Seurtad migorvez kalon ma telank ar broud o kevaraezañ an argrezadoù kalon, ganet er c'hlom kentez-kofig, argrezadoù ar c'hofigoù ha goude, ent kizreat, re ar c'hentezioù.
Neuz kleñvedel a 'r c'halonvarrwezad naouus dre un heuliad luskelladoù gorrek (gwagennoù θ), dezho un talm etre 4 ha 7 c/s, ur barr a 50 mV hag ur stumm reoliek pe reoliekoc'h. Arsellet e vez en tachadoù ividig-kitern eus an empenn e degouezhioù 'zo a c'houzañvder en empenn.), dezho un talm etre 4 ha 7 c/s, ur barr a 50 mV hag ur stumm reoliek pe reoliekoc'h. Arsellet e vez en tachadoù ividig-kitern eus an empenn e degouezhioù 'zo a c'houzañvder en empenn.